Victoria von Sachsen-Coburg-Gotha
Neuz
(Adkaset eus Victoria ar Rouantelezh-Unanet (1840-1901))
- Ur pennad Victoria (anv-badez) zo ivez.
Victoria von Sachsen-Coburg-Gotha, anavezet ivez evel Victoria, Princess Royal e saozneg, ganet e 1840 ha martvet e 1901, a oa ur briñsez saoz, merc'h d'ar Rouanez Victoria (1819-1901), rouanez Bro-Saoz, ha d'e bried Albert von Sachsen-Coburg-Gotha (1819-1861). Dont a reas da vout Impalaerez Alamagn dre zimeziñ.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e Genver 1858 e Londrez da Friedrich III Alamagn .
Eizh bugel o doe Friedrich ha Victoria, daou anezho a varvas a-raok o c'hrennoad:
- Gwilherm II Alamagn (1859-1941), roue Prusia hag Impalaer Alamagn, a zimezas d'ar briñsez Auguste Viktoria von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Augustenburg (1858-1921), a-raok addimeziñ d'ar briñsez Hermine Hermine Reuß (1887-1947) ;
- Charlotte von Preußen (1860-1919), priñsez a Brusia hag Alamagn, a zimezas d'an dug Bernhard III von Sachsen-Meiningen (1851-1928) ;
- Heinrich von Preußen (1862-1929), priñs a Brusia hag Alamagn hag a zimezas da Irene von Hessen-Darmstadt (1866-1953);
- Sigismond von Preußen (1864-1866), priñs a Brusia, marvet da 2 vloaz ;
- Viktoria von Preußen (1866-1929), priñsez a Brusia hag Alamagn, a zimezas da gentañ d'ar priñs Adolf von Schaumburg-Lippe (1859-1917), a-raok addimeziñ d'ar repuad rus gwenn Aleksandr Zoubkoff (1901-1936) ;
- Waldemar von Preußen (1868-1879), priñs a Brusia hag Alamagn, marvet da 11 vloaz ;
- Sophie von Preußen (1870-1932), priñsez a Brusia hag Alamagn, a zimezas da Konstantin Iañ (Gres) (1868-1923) roue an Hellened ;
- Margarethe von Preußen (1872-1954), priñsez a Brusia hag Alamagn, a zimezas d'al landgrav Friedrich Karl von Hessen-Kassel (1868-1940), hag a voe roue Finland e-pad bloaz e 1918.