Mont d’an endalc’had

Cwm Hyfryd

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Valle 16 de Octubre)
En-dro da Trevelin

Cwm Hyfryd zo un anv roet gant Kembreiz d'ar c'horn-bro en-dro da gêriadenn Trevelin e Chubut, en Arc'hantina, e-harz an Andoù. E spagnoleg, yezh ofisiel nemeti, eo Valle 16 de Octubre pe Valle Hermoso.


E 1884 eo Luis Jorge Fontana (1846 - 1920) a oa gouarnour kentañ proviñs nevez Chubut. Goulenn a reas Kembreiz digantañ aotre da vont da ergerzhout an Andoù da glask douar frouezhus nevez peogwir e oa kemeret an holl zouaroù mat e Dyffryn Camwy dija.

Divizout a reas Fontana mont ganto hag e 1885 ez eas e penn ur strollad anvet Rifleros del Chubut, ennañ un toullad mat a Gembreiz eus ar Wladfa, en o zouez John Daniel Evans, da zizoleiñ lodenn uhelañ Dyffryn Camwy, war-zu an Andoù.

Kavout a rejont ur c'hornad a voe anvet Cwm Hyfryd gant tud Kembre. Douar strujus a oa eno, hag aozet e voe degas trevadennerien kembreat eus izelennoù Dyffryn Camwy.

Diazezet e voe ar rannvro en ofisiel d'an 18 a viz Here 1888, ha se zo kaoz e voe roet an anv Valle 16 de Octubre dezhi. E miz Here 1891 e teuas John Evans hag e diegezh da Gwm Hyfryd, ha savet e voe ur vilin ganto, ha Trefelin e voe anvet al lec'h.


Diwezhatoc'h e voe savet kêr Esquel, a oa da gentañ ul lec'h arsav da gousket kent tizhout Cwm Hyfryd.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]