Mont d’an endalc’had

Gouel Valantin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Valentine's Day)
kartenn-bost saoz, e 1876.
E SUA war-dro 1889.
Lidañ Valentine's Day e 1909.
E SUA, e 1928
Gwezenn kinklet da geñver Valentine's Day en San Diego, e Kalifornia.
Roz

Gouel Valantin (Valentine's Day e saozneg), zo ur gouel brudet er broioù saoznek hag a vez lidet enne d'ar 14 a viz C'hwevrer, hag e broioù all ivez abaoe an XXvet kantved. En deiz-se e tle an amourouzien diskouez o c'harantez gant profoù hag oberoù. Ar c'hiz a vez da gas ur valentine, ur gartenn-bost, dizanv a-wechoù, da zisklêriañ e garantez.

Kentañ meneg eus Gouel Valantin gant liv ar garantez warnañ a gaver e skridoù Geoffrey Chaucer er XIVvet kantved, ha diwezhatoc'h e barzhonegoù Othon de Grandson.

Er XVvet kantved e skrive ar barzh gall Charlez Orleañs d'e wreg, hag eñ prizoniad e Bro-Saoz, goude emgann Azincourt, e 1415 :

Je suis desja d'amour tanné
Ma tres doulce Valentinée...

E 1477 e skrive Margery Brewes er Paston Letters, d'he danvez-pried John Paston "my right well-beloved Valentine"[1].

E Hamlet (1600–1601) eo meneget Valentine's Day gant Ophelia :

To-morrow is Saint Valentine's day,
All in the morning betime,
And I a maid at your window,
To be your Valentine.
Then up he rose, and donn'd his clothes,
And dupp'd the chamber-door;
Let in the maid, that out a maid
Never departed more. (Hamlet, William Shakespeare|Hamlet, Act IV, Scene 5.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo Drouklazhadeg Sant Valantin, pe Saint Valentine's Day Massacre e saozneg, a c'hoarvezas e Chicago e 1929.

Ur Valentine a vez graet e saozneg eus ur gartenn-bost kaset en deiz-se d'an hini a garer.

thumb] E SUA, e 1910.

  1. Davis, Norman. The Paston Letters: A Selection in Modern Spelling. Oxford University Press, 1983. pp. 233–5.