Implijer:Ar Skalf
C'hoari a ra ganeoc'h
N'eus ket pell 'zo 'm eus bet tro-gaer da glevet komz diouzh wikipedia (an añsiklopedi / ar c'helc'hgeriadur digor) ha me ha mont da reiñ ur sell war ar pezh a zo e-barzh. Traoù droll ha droch gwech a ve. Med ur mennad a-zoare e teuy da vezañ a-benn nebeud, gant ma vo tud hag a teu aes ar brezhoneg gante war al lec'hienn 'ta, kuit da choazout ar gerioù a zo kenster-rik gant ar pezh a c'houll a pennadoù diskouez d'an dud (p'ez eus tre-lach etre an dud a-fed tra pe dra).
Peotramant ar pezh a blij din kalz e Breizh eo ar yezh an hini eo, al lusk a zo er frazenn, ar frazennadur, ar c'heriaoueg, an distagadur ha me oar-me c'hoazh. Plijadur 'm bez selaou ar re 'n deus desket brezhoneg war barlenn o mamm. Kalz traoù zo da dennañ diouzh brezhoneg ar re a zo aet war an oad bremañ. Sed ar pezh am befe c'hoant d'ober : ur meskad etre brezhoneg an dud ha hini ar re lennek kuit da sevel a-ziwar kement-se ur brezhoneg lennegel yac'h, gwevn ha reizh.
Bon, skrivañ a rin pennadoù pa 'm bo amzer, alies a-walc'h michañs.
Ale kenavo ha kentañ tro ! Ar Skalf 25 Aug 2005 à 09:09 (UTC)
Deuet on en-dro, ne 'm boa urzhiataer ken ba'r gêr. Kalz traoù zo bet cheñchet dibaoe. Skrivañ a rin pennadoù bremañ a-benn. Ar Skalf 26 Feb 2006 da 21:06 (UTC)