Mont d’an endalc’had

Umeå

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Umea)
Ti-kêr Umeå

Umeå (distaget [ˈʉːmɛo] e svedeg ; Uumaja e finneg, Ubmi e samieg) zo ur gêr eus Sveden, en hanternoz ar vro. Kêr-benn proviñs Västerbotten eo. Unan eus kêrioù bras Norrland eo. E 2010 e oa poblet gant 79 594 a dud.

En Umeå ez eus div skol-veur, Skol-veur Umeå (Umeå universitet) ha Skol-veur ar gounezerezh (Sveriges Lantbruksuniversitet), ma kaver ouzhpenn 30 000 a studierien en holl. Kêr-benn Sevenadurel Europa e oa bet Umeå e 2014.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.