Gallicolumba luzonica

Eus Wikipedia
Gallicolumba luzonica

Gallicolumba luzonica.


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Columbiformes
Kerentiad : Columbidae
Genad : Gallicolumba
Anv skiantel
Gallicolumba luzonica
(Scopoli, 1786)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Gallicolumba luzonica[1] a zo ur spesad evned eus kerentiad ar c'hColumbidae.

Anvet e voe Columba Luzonica (kentanv) da gentañ-penn (e 1786)[2] gant an naturour aostrian Giovanni Antonio Scopoli (1723-1788).

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dougen a ra un tarch ruz-gwad e liv ouzh e grubuilh evel pa vije bet gloazet al labous gant un taol kontell.

Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra diwar zivellkeineged a bep seurt, frouezh, greun ha hugennoù.

Annez hag isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar spesad a gaver an tri isspesad anezhañ[3] :

  • Gallicolumba luzonica griseolateralis, e hanternoz Luzon (hanternoz Filipinez),
  • Gallicolumba luzonica luzonica, e hanternoz Filipinez (kreiz ha kreisteiz Luzon ha Polillo),
  • Gallicolumba luzonica rubiventris, e biz Filipinez.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
  2. AnimalBase.
  3. Gallicolumba luzonica war al lec'hienn Avibase.