Triaria
Neuz
Junia Calvina Milonia Caecena Alba Terentia, pe Triaria[1], a oa ur Romanez a renk uhel er Iañ kantved, pried da Lucius Vitellius ar Yaouankañ, breur d'an impalaer roman Vitellius.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Marcus Junius Silanus Torquatus, koñsul e 19. C'hoar e oa da Junia Silana ha da Varcus Junius Silanus Torquatus.
Pried kentañ Lucius Vitellius ar Yaouankañ e oa. Koñsul e voe he gwaz e 48.
Meneget eo hec'h anv en De mulieribus claris, un oberenn diwar-benn ar maouezed brudet, gant ar skrivagner italian Boccaccio, savet etre 1361 ha 1362.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E. Groag, A. Stein, L. Petersen : Prosopographia Imperii Romani saeculi I, II et III, Berlin, 1933.