Mont d’an endalc’had

Las Trece Rosas

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Trece Rosas)
Monumant d'an Trece Rosas, e bered La Almudena e Madrid.

Las Trece Rosas eo an anv a gemeras ur strollad 13 plac'h yaouank, darn anezho izili eus ar JSU (Juventudes Socialistas Unificadas), seizh anezho minorezed (pa ne oant ket 21 bloaz), hag a voe fuzuilhet gant an arme spagnol e deroù an diktatouriezh e Madrid, d'ar 5 a viz Eost 1939, un tamm goude dibenn Brezel-diabarzh Bro-Spagn.

P'edo Madrid etre krabanoù arme Francisco Franco e fin ar brezel e klaskas ar Juventudes Socialistas Unificadas en em aozañ dindan guzh, renet gant José Pena Brea, 21 bloaz. Tec'het e oa renerien ar PCE hag ar JSU eus ar vro, chomet e oa an aozadur etre daouarn emsaverien yaouank ha n'o devoa ket kalz a skiant-prenet hag a soñje gante e oant dianav d'o enebourien. José Pena Brea avat, pennsekretour proviñsel ar JSU, a voe diskuliet ha dastumet, ha boureviet ken na roas anvioù tud war baper sinet gantañ. Roberto Conesa, ur poliser silet en aozadur, a genlabouras da herzel an dud ; diwezhatoc'h e voe komiser ar Brigada Político-Social en amzer Franco, ha penn-bras ar polis e oa c'hoazh e bloavezhioù kentañ an demokratelezh.

Setu penaos e kouezhas an aozadur kuzh penn-da-benn, war bouez nebeut, hep gallout en em adaozañ. An darn vrasañ eus ar brizonidi n'o doa ket bet amzer da labourat en aozadur pa oant o paouez erruout ennañ.

Ur film zo bet savet diwarne.

Las Trece Rosas

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Carmen Barrero Aguero, 20 vloaz, togerez. Labourat a rae abaoe he 12 vloaz, goude marv he zad, da vevañ 8 bugel an tiegezh, 4 anezho yaouankoc'h egeti. Emsaverez er PCE, e penn aferioù ar merc'hed er strollad en Madrid. Dastumet e voe d'ar 16 a viz Mae 1939.

Martina Barroso García, 24 bloaz, togerez. Pa echuas ar brezel e krogas da gemer perzh e JSU Chamartín.

Blanca Brisac Vázquez, 29 bloaz, pianoourez. Ar goshañ ag an trizek, ur bugel dezhi. Ne oa ket stourmerez, katoligez eus an tu dehoù e oa. Dastumet e voe dre ma taremprede ur soner ezel eus ar PCE. Ul lizher a skrivas d'he mab da veure ar 5 a viz Eost 1939, a voe roet dezhañ 16 vloaz goude gant an tiegezh, a oa eus an tu dehoù. Miret eo bet al lizher.

Pilar Bueno Ibáñez, 27 vloaz, togerez. E deroù ar brezel ec'h emezelas er PCE ha labourat a reas evit mann en tier-kevell ma veze degemeret emzivaded ha bugale ar soudarded ac'h ae d'an talbenn-brezel.

Julia Conesa Conesa, 19 vloaz, togerez. Ganet en Oviedo. Bevañ a rae e Madrid gant he mamm hag he div c'hoar.

Adelina García Casillas, 19 vloaz. Merc'h e oa d'ur guardia civil intañvet, hag emezelet e oa-hi er JSU.

Elena Gil Olaya, 20 vloaz. Er JSU e oa abaoe 1937.

Virtudes González García, 18 vloaz.

Ana López Gallego, 21 bloaz, togerez.

Joaquina López Laffite, 23 bloaz.

Dionisia Manzanero Salas, 20 vloaz.

Victoria Muñoz García, 18 vloaz.

Luisa Rodriguez de la Fuente, 18 vloaz, kemenerez.

Eñvor hag istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]