Mont d’an endalc’had

Touareged

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Touareg)

Un Touareg eus an Hoggar

Tiriad an Douareged

Un Touareg

An Douareged pe Kel Tamasheq a zo ur bobl verberat kantread hag a vev e-kreiz ar Sahara. En Aljeria, e Libia ha war gostez ar Sahel, Niger, Mali ha Burkina Faso. O yezh a zo an tamajaq pe tamasheq pe c'hoazh tamahaq hervez ar rannvro. Implijout a reont ul lizherenneg anvet tifinagh (laret e vez tifinac’h). Diskennidi annezidi kentañ Afrika an Norzh int.

Orin ar ger Touareg a zo dianavezet met tud 'zo a soñj dezho e teu diwar ur ger arabek hag a dalvez kement ha « dilezet » ; reoù all a soñj dezho e teu ar ger Touareg eus ur rannvro a Vro-Libia anvet « targa ». E-pad ma oa ar C'hallaoued en Aljeria e voent anvet Touareg (liester Targi).

Bro an Douareged a zo lodennet e meur a kengevredad pe veuriad. En holl ez eus ur milion hanter a douareged o bevañ e pemp bro eus kevandir Afrika. E-barzh an dachenn-se, ar Gel Tamasheq a cheñche alies a vro. Met ar stadoù 'zo memestra deueet a-benn da rediañ annezho da gaout tremenoù-hent pe pasportoù ha da dremen dre ar valtouterezh pa cheñchont bro. An dachenn-mañ anvet tinariwen (dezerzhioù), a zo evel ma lavar e anv troc'het e meur a zouar. E-barzh an niver bras a zezerzhioù-se, emañ an dezerzh gwir, hini an Tenere. An douaroù all a zo mui pe vui krinek, meneziek ha plat.

Ar vuhez Sokial

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Douareged o deus ivez ur renkadur sokial met n'eo ket memes renkadur eget e bed Europiz pe Amerikaned.

E-pad kantvedoù e kemere an douareged sklaved e-barzh meuriadoù all ha goude e timezent gante, an dud a deue eus an euredoù-se a oa anvet Tamasheq. Betek ar bloavezhioù 1900 e oa rannet an Touareged e kengevredigezhioù. E-penn kentañ an XX vet kantved e voe aloubet bro an Douareged pe an Dargi gant ar C'hallaoued. Dieubet eo bet e memes koulz eget ar broioù afrikan all hag a oa bet aloubet gant Bro-C'hall, da lavaret eo e-kreiz an XX vet Kantved.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.