Mont d’an endalc’had

Tonenn distag

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tonenn dieub)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen tonenn distag pe tonenn dieub (saoz.: floating tone) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur morfem ennañ un donenn hepmuiken distag diouzh elfennoù fonemek all, da lâret eo distag diouzh ur silabenn enni ur gensonenn ha/pe ur vogalenn.

Daoust ha ma n'haller ket distagañ un donenn distag hep he stagañ ouzh ur silabenn all, e talvez drezi hec'h-unan da gemmañ tonenn ar morfemoù all war he zro.

Kavet e vez tonennoù distag e bambareg da skouer. Er yezhoù afrikanek-mañ ez eus div donenn fonemek: un donenn "uhel" hag un donenn "izel". Pa degouezh gant un anv-kadarn e-unan penn e vez levezonet an donenn gentgant an donenn dieub hag a dalvez evit merkañ ar ger-mell strizh ha dont a ra un donenn uhel da vezañ un donenn war digresk, d.s. [bá] "stêr" kv. [bâ] "ar stêr". Pa degouezh etre div donenn uhel e vez lakaet da vont war diskennred an donenn a deu war he lerc'h, d.s.: [bá tɛ́] "n'eo ket ur stêr" kv. [bá tɛ̄] (pe [bá tɛ́])"n'eo ket ar stêr".

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.