The Blacklist (stirad skinwel)
The Blacklist zo ur stirad skinwel polis stadunanat skignet evit ar wech kentañ war NBC d'an 23 a viz Gwengolo 2013. Raymond "Red" Reddington (James Spader), un ofiser stadunanat eus an US Navy troet da dorfedour, a godian d'an FBI goude degadoù a vloavezhioù klask war e lerc'h. Disklêriañ a ra d'an FBI ez eus gantañ ul listenn torfedourien a zo klask warno gant nerzhioù polis ar bed a-bezh. Savet eo bet al listenn-se gantañ a-hed bloavezhioù hag embann a ra ez eo prest da sikour an FBI da harzañ anezho en eskemm ouzh un divec'h dibad. Goulenn a ra ivez labourat gant un ajantez nevez diplomet nemetken hag a zo ur profiler anvet Elizabeth Keen (Megan Boone). Er stirad e adkaver an aktourien Diego Klattenhoff, Ryan Eggold, ha Harry Lennix. Al lodenn gentañ-tout a oa bet skrivet gant Jon Bokenkamp ha sevenet gant Joe Carnahan. Produerien ar stirad eo Bokenkamp, John Eisendrath, ha John Davis evit Sony Pictures Television, Universal Television, ha Davis Entertainment.
D'an 12 a viz Mae 2018, ar stirad a oa adlañset evit ur c'hwec'hvet koulzad, hag a zo kroget da vezañ skignet d'an 3 a viz Genver 2019. D'an 11 a viz Meurzh 2019, NBC a adlañse ar stirad evit ur seizhvet koulzad.
Ar stirad skinwel a zo bet degemeret mat, burutelladennoù mat-tre a zo bet evit doare c'hoari Spader.