Mont d’an endalc’had

Teddy Riner

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Teddy rinner)
Teddy Riner,
luc'hskeudennet gant ar vedalenn aour gounezet e Londrez da-geñver C'hoarioù olimpek hañv 2012.

Teddy Riner, bet ganet d'ar 7 a viz Ebrel 1989 e Les Abymes (Gwadeloup, Bro-C'hall), a zo ur judoka gall e-barzh rummad ar 100 kg.

Gantañ ar rekord 10 titl kampion ar bed ha kampion olimpek ivez e Londrez en 2012 hag en Rio de Janeiro e 2016. Ur vedalenn arem en deus bet e Beijing en 2008 ha pemp kwech kampion Europa eo bet ivez. Anvet eo bet kannad a youl-vat en UNICEF e 2018.

Skouer skipailh Frañs eo en 2016 e c'hoarioù olimpek Rio de Janeiro. Gounit a ra du-hont e dekvet medalenn aour olimpek a-enep d'ar japanat Hisayoshi Harasawa, ha dont a ra da vezañ ar judoka gant ar muiañ a ditloù en istor, ar pezh a lak anezhañ da vezañ pouezus-tre e bed ar judo.

Dehouiad eo hag ur gobari-bras gantañ (2,04 m et 131 kg), e c'hounez e holl ditloù bedel er rummad pounnerañ:e Rio de Janeiro en 2007, en Rotterdam e 2009, e Tokyo en 2010, e Paris en 2011, e Rio de Janeiro ur wech c'hoazh en 2013, e Tcheliabinsk en 2014, en Astana e 2015, e Budapest en 2017, hag en « holl rummad » e Levallois-Perret en 2008 hag e Marrakech en 2017. Abred-tre, adalek 2006, e c'hounez un titl european ha bedel junior. Ar bloavezh war-lec'h e teu da vezañ ar c'hampion yaouankañ eus Europa er rummad pounnerañ hag ar c'hampion yaouankañ er bed gourel.

Gourfenn kampionad ar bed judo +100 kg gounezet a-enep d'an alaman Andreas Tölzer, eTokyo en 2010