Taol-stad miz Gwengolo 1973 e Chile
Rann eus | history of Chile |
---|---|
Stad | Chile |
Lec'h | Chile |
Lec'hiadur | Chile |
Deiziad | 11 Gwe 1973 |
Perzhiad | Military Junta of Chile, Presidency of Salvador Allende |
Efed | Augusto Pinochet |
Bukenn | Palacio de La Moneda |
Un taol-Stad a voe graet d'an 11 a viz Gwengolo 1973 e Chile gant an arme, dindan urzhioù ar jeneral Augusto Pinochet, a ziskaras ar gouarnamant hag ar prezidant, Salvador Allende.
Kronologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1973 e oa deuet da vezañ distabil ar jeu politikel e Chile. Ar prezidant sokialour Salvador Allende a oa darbet dezhañ bet skarzhet eus ar galloud gant un taol-Stad kentañ soutenet gant Stadoù-Unanet Amerika e miz Even 1973.
E miz Eost 1973, Allende a anvas Augusto Pinochet da benn nevez armeoù er vro, evit klask stabilded pe peogwir e oa bet rediet en ur mod bennak. Goude un emglev etre pennoù an arme, ar polis hag ar justis e savjont d'an 11 a viz Gwengolo un taol-Stad nevez, gant souten Richard Nixon hag ar Stadoù-Unanet adarre, oc'h aloubiñ gant soudarded lec'hioù nesañ ar galloud e Chile. En em zistruj a reas Salvador Allende pa voe kelc'hiet ha bombezet La Moneda, annez ar brezidanted chilian, e-lec'h ma oa repuet. En devezhioù war-lerc'h e voe disrannet ar gouarnamant, ar vodadeg vroadel, ar c'huzulioù-kêr, ar strolladoù politikel hag ar sindikadoù. Berzhet e voe frankiz ar c'helaouiñ. Ur c'heulfe a voe urzhiet er vro a-bezh. Bac'het ha lazhet e voe miliadoù a chilianad eus an tu kleiz pe enebourien ar renad nevez. Lod a voe kaset d'ur stad e Santiago, an Estadio Chile, ha lazhet evel ar c'haner ha soner Victor Jara.
Deroù diktatouriezh Augusto Pinochet e voe an darvoud-mañ. Chom a reas er galloud betek 1990.