Mont d’an endalc’had

Taol-stad miz Gwengolo 1973 e Chile

Eus Wikipedia
Taol-stad Gwengolo 1973 e Chile
Taol-stad
Rann eushistory of Chile Kemmañ
StadChile Kemmañ
Lec'hChile Kemmañ
Lec'hiadurChile Kemmañ
Deiziad11 Gwe 1973 Kemmañ
PerzhiadMilitary Junta of Chile, Presidency of Salvador Allende Kemmañ
EfedAugusto Pinochet Kemmañ
BukennPalacio de La Moneda Kemmañ

Un taol-Stad a voe graet d'an 11 a viz Gwengolo 1973 e Chile gant an arme, dindan urzhioù ar jeneral Augusto Pinochet, a ziskaras ar gouarnamant hag ar prezidant, Salvador Allende.

Kronologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1973 e oa deuet da vezañ distabil ar jeu politikel e Chile. Ar prezidant sokialour Salvador Allende a oa darbet dezhañ bet skarzhet eus ar galloud gant un taol-Stad kentañ soutenet gant Stadoù-Unanet Amerika e miz Even 1973.

Izili kentañ Gouarnamant Junta Chile (1973).

E miz Eost 1973, Allende a anvas Augusto Pinochet da benn nevez armeoù er vro, evit klask stabilded pe peogwir e oa bet rediet en ur mod bennak. Goude un emglev etre pennoù an arme, ar polis hag ar justis e savjont d'an 11 a viz Gwengolo un taol-Stad nevez, gant souten Richard Nixon hag ar Stadoù-Unanet adarre, oc'h aloubiñ gant soudarded lec'hioù nesañ ar galloud e Chile. En em zistruj a reas Salvador Allende pa voe kelc'hiet ha bombezet La Moneda, annez ar brezidanted chilian, e-lec'h ma oa repuet. En devezhioù war-lerc'h e voe disrannet ar gouarnamant, ar vodadeg vroadel, ar c'huzulioù-kêr, ar strolladoù politikel hag ar sindikadoù. Berzhet e voe frankiz ar c'helaouiñ. Ur c'heulfe a voe urzhiet er vro a-bezh. Bac'het ha lazhet e voe miliadoù a chilianad eus an tu kleiz pe enebourien ar renad nevez. Lod a voe kaset d'ur stad e Santiago, an Estadio Chile, ha lazhet evel ar c'haner ha soner Victor Jara.

Deroù diktatouriezh Augusto Pinochet e voe an darvoud-mañ. Chom a reas er galloud betek 1990.

Levrioù warne mennozhioù eus an tu kleiz devet gant soudarded arme Chile (1973).