Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Keleier

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

"Ar 6 P" ? Met ar "pelec'h" a zeu div wech… Hag e vefe ar gwir gant ar saoznek "5 W" ? Pe marteze e teufe an diskoulm eus ar saoznek "why" : ur "perak" skoaz-ouzh-skoaz gant ar "penaos" ne vefe ket fall…

Po'low (kaozeal) 25 Ebr 2014 da 19:51 (UTC)[respont]

...Hag evel-se em boa skrivet (evel-just) kent divizout lakaat an traoù en urzh ar "5W + H" a zo em levrioù saoznek... Bad copy/paste neuze, digarezit.
Trugarez evit al lagad lemm ! — Sad Edgar (kaozeal) 25 Ebr 2014 da 20:03 (UTC)[respont]

Kement hag ober : chom a ran e douetañs dirak "skoget", neblec'h ne gavan verb "skogiñ/skogañ" ebet… Marteze ur fazi touchennaoueg e-lec'h "skoet" ? Po'low (kaozeal) 26 Ebr 2014 da 09:45 (UTC)[respont]

Gant ur geriadur sadedeg e vije aesoc'h dit, 'gredan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Ebr 2014 da 09:53 (UTC)[respont]

Skog : Geriadur brezhoneg An Here (2001) p. 1182-b ; skogañ : Geriadur Martial Ménard, p. 706-b.
Yezhoù estren eo ar brezhoneg hag ar galleg evidon, n'afen ket da ijinañ gerioù, pep ger zo gwiriet ganin kent embann.
Geriadurioù "SADEDeg" n'eus ket anezho betegouzout.
Kalz gerioù brezhonek n'emaint ket e geriaoueg HeHu.
... Trugarez da Bo'low evit e lennadenn aketus. — Sad Edgar (kaozeal) 26 Ebr 2014 da 10:57 (UTC)[respont]

Mat e vije gouzout e pelec'h eo bet implijet ar ger a-raok en em gavout er geriadur. Marteze en ur pennad gant Seubil-Kernaudour, e-barzh Lavar? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Ebr 2014 da 11:31 (UTC)[respont]

E geriadur Favereau (1992) emañ "skog", da lâret eo eo koshoc'h eget 22 vloaz bremañ. Pegeit eo ret gortoz a-raok ober gant ur ger neuze ?
Ma vefe ret gortoz e vefe bet skrivet pep ger gant skrivagnerien glasel a-raok e implij ne vefe ket tu da sevel Wikipedia e yezh ebet, rak marv e vefe stumm skrivet an holl yezhoù. Lakaat ar brezhoneg en ur mirdi eo ober diouzh ar c'huzul a zo amañ a-us digant Bianchi-Bihan, ar pezh a zo kontrol da bal ar Wikipedia brezhonek, neketa ?

Setu aze un dreuzvarnadenn splann a-berzh un den a gred gouzout petra eo soñjoù ar re all betek mont da zistresañ o skridoù ha lenn ar ger mirdi e-lec'h ma ne oa ket skrivet. Evit ober diouzh ali Saded-gar e vefe ret kemer er geriadurioù an holl c'herioù bet ijinet ha manet dizimplij, marteze peogwir e oant diezhomm ? Rak ma n'int ket diezhomm ne vo ket diaes diskouez pelec'h int bet implijet. Gortozomp eta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Mae 2014 da 09:54 (UTC)[respont]
Ma lezit e-maez eus an tabut nevez-se, mar plij – ha hep distresañ ma anv, ur wech ouzhpenn. Arveret em eus ur ger moullet e daou c'heriadur sirius, hag e hini Favereau bremañ, am eus kavet dereat ha resis e-keñver ar pezh am boa da zisplegañ, tra ken. Da lennerion ar pennad (mard eus) da ober o soñj hag implijout ar ger en o buhez vrezhonek mar fell dezho. Buz ha buhez d'ar brezhoneg ! — Sad Edgar (kaozeal) 1 Mae 2014 da 10:52 (UTC)[respont]

Fentus! prim e vez Yoael-Saded-gar o skeiñ tachoù gant ar re all, gant o anv mar plij, met arabat dezho en em zifenn. N'eo ket d'an hini a glask an tabut da c'hoari e aelig-Doue. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Mae 2014 da 11:00 (UTC)[respont]