Kaozeal:Hamas
sponterezh
[kemmañ ar vammenn]hag evit peseurt abeg e vefe lakaet ar strollad-mañ bet gounezet an dilennadegoù demokratel (ma zo) gante e rummad ar sponterezh? abalamour ma vez graet sponetrion diote gante Stad "Israel" hag ar Stadoù-Unanet? ha ma'z eo abalamour d'ar feulster bet kaset da benn gante vef reizh ivez lakat Likoud, Stad "Israel", Ariel Sharon h.a. er memes rummad. war ar wiki e saozneg e teuler pled aketus a-walc'h gant dseurt rummadoù. --Neal 27 Gen 2006 da 19:20 (UTC)
- N'eo ket gant Israel ha SUA hepken emañ renket an Hamas e-touez an aozadurioù sponterezh. Gant an UE ivez. Er wiki saoznek emañ merket mat an Hamas er rummad Terrorism hag en alamaneg e lennan Terrorismus. Kerzh di da welet. --Fulup 27 Gen 2006 da 22:10 (UTC)
- ne ouien ket me e oa ret d'ar wikipedia doujañ da alioù UE (ha n'eo ket *an UE)... ret e vefe dimp slaeraet ar pezh a dalvez amañ sponterezh pe c'hoazh, e rummad er sponterezh lakaat un notenning evit lakaat sklaer e vez renket er rummad-se kement aozadur disklêriet evel sponterion gant UE, Stadoù-Unanet, Stad "Israel" pe me oa r me. Ha goulenn a ran adarre, peseurt abeg ez eus evit lakaat re hamaas da sponterion ha chom hep en ober gant aozadurioù pe stadoù all hag a gas da benn an hevelep feulster me ne vezont ket taget evel ponterion dre ma'z int a-du gant politikerezh EU-SUA-Stad "Israel"? --Neal 28 Gen 2006 da 09:24 (UTC)
- goût mat a ran penaos eo bet renket hamas war ar wikipedia e saozneg. hag ur fazi eo eo evidon-me. me n'eo ket se am boa lâret: lâret em boa e vez pledet aketus-aketusoc'h gant seurt traoù war ar wikipedia e saozneg - ne lâran ket ne vefe ket a fazioù gant an divizoù bet komeret gante a-benn a fin, met da neubeutañ e vez tabutet penaos ober en a-raok. --Neal 28 Gen 2006 da 09:28 (UTC)
- bez' e oan o prederiata un tammig hiziv e ne deuan ket a-benn da gompren da betra e c'hellfe d'an neb ac'h a da furchal er wikipedia e brezhoneg kaouit ur rummad sponeterezh e anv, dreist-holl pa soñjer ec'h eo unan eus daizezoù pennañ ar wikipedia chom neptu, hag an tremen sponterezh n'eo ket neptu nag a-bell drezañ e-una. n'eo ket trawalc'h leuskel an dud da divizout evite o-unan hag-eñ e tlefer ober sponeterion eus a re-mañ pe ar re all? hag er rummad sponeterzh e tlefe bezañ renket ivez aozadurioùe vel sinn fein, batasuna pe c'hoazh emgann dre ma'c'h int bet taget da vezañ sponterion gant ur gouarnamant benaket. d'am soñj e vefe gwelloc'h dimp ober heop suert rummadoù... petra a soñtit-hu? --Neal 28 Gen 2006 da 18:06 (UTC)
jourdoul pe hamaas
[kemmañ ar vammenn]mar fell dit lakaat jourdoul en marteze e vefe ret kemm ar pezh zo skrivet en arabaeg evit ma kenglotefent and daouy dermen: hamaa an hini eo hag a zo skrivet en arabeg. --Neal 28 Gen 2006 da 09:24 (UTC)
- un diskoul mat - treuzlizerennñ ha treiñ.
- ha sur out e vefe reizh treiñ حماس evel jourdoul e brezhoneg? hervez ar geriadur arabeg-saozneg(-galleg) war-linenn [1] em eus gellet mont da deurel ur sell outañ setu ar pezh a vez kavet:
حَمَاسَة , حَماس glow , fervor , fervency , enthusiasm , hooray , heartiness , ardor , eagerness , keenness , fire , zeal , zealousness Arabic - French
حَمَاسَة , حَماس ardeur , brio , élan , empressement , enthousiasme , ferveur , feu , flamme , fougue , frénésie , furia , zèle
- gwir eo e vez kavet e favereau jourdoul: empressé, entrâinant met non ket sur hag-eñ ec'h eo hennezh stêr kentañ ar ger arabek hag a dennfe kentañ da "zèle" (intampi, gred??)
- ha neuze, p'ra soñjez? --Neal 29 Gen 2006 da 11:54 (UTC)
- Gwir eo n'eo ket aes treiñ ar ger hamas en ur ger hepken. Ar skouerioù a roez tennet eus geriadurioù saoznek ha gallek a ziskouez mat pegen skoemp eo treiñ ar ger-se. Reiñ a reont un aridennad gerioù mui pe vui kevatal met netra resis. Lakaet em eus jourdoul abalamour da daou ster ar ger-mañ evel ma vez displeget e geriadur an Here : 1. Mall bras ha joaus peurliesañ. 2. Nerzh ober diwar youl. Mar kavez gwell eget jourdoul n'em eus netra a-enep. Marteze e vefe tu da ouzhpennañ an termen gred ivez evel ma kinnigez evit heñchañ an traoù un tammig muioc'h. --Fulup 30 Gen 2006 da 09:00 (UTC)
Islamek pe islamour?
[kemmañ ar vammenn]Re dost d'ar galleg eo an termen islamek a dalv (e spered an dud dioueziek d'an nebeutañ) koulz musulman hag islamiste. Bez ez eus bankoù islamek ha n'int ket islamour, neketa?. Islamourien ha diouzh-se islamouriezh a zo, d'am meno. --Ch. Rogel 28 Gen 2006 da 22:52 (UTC)
- d'am soñj ec'h eo kevatal an anvioù-gwan-mañ:
- muzulman (an here) (> anv-kadarn muzulman, liester muzulmaned)
- = muzulmat (roparzh hemon) (> anv-kadarn muzulmad, liester muzulmiz)
- = islamek
- da lâret eo, o tennañ d'an islam.
- e gwirionez, pa'm eus soñj mat, e teu an termer muzulan en arabeg diwar ar rakger mu- ("den a ra un dra bennaket") + gwrizienn SLM (islam), kv. mujahadin (gwrizienn JHD, d.s. jihad)
- ur fazi eo implij al lost-ger -at pe -ad, d.s. muzulmad rak talvezout a ra evit annezidi ur vro bennaket d'am soñj. n'on ket gwall gontant ivez gant al lost-ger -an implijet gant an here hag a deu war-eeun diwar ar galleg - gwelloc'h e vefe ober gant muzulmek pe c'hoazh muzulmanek d'am soñj atav)
- a-hend all e rafen-me gant an anv-gwan islamour evit treiñ islamiste, evel komunour, faskour h.a.
--Neal 29 Gen 2006 da 09:01 (UTC)
- Re wir, ezhomm zo da resisaat an dermenadurezh. Emañ ar gwir ganit. Islamek = a denn d'an islam ; islamour den a brezeg pe a gred en islamouriezh, islamouriezh, skol breder radikal eus an Islam. --Fulup 29 Gen 2006 da 10:07 (UTC)