Breutadegoù kentañ Evian

Eus Wikipedia

Deiziet d’ar 7 a viz Ebrel 1961, daleet e vint rak chenchamanoù oa gant politikerezh bro-C’hall. Ouzhpenn-tra nac’het ‘oa an FLN kemer perzh eno p’en deus diskleriet Louis Joxe an 31 a viz Meurzh 1961 ar c’hoant en doa ar gouarnamant c’hall da pedin an MNA (Mouvement National Algérien) ha pa’z eo bet lazhet aotroù maer Évian. A benn ar fin eo bet deiziet tabutoù Evian an 20 a viz Mae 1961, eno en vodas Krim Belkacem, Mohamed Seddik Benyahia, Ahmed Francis, Saad Dahlab, Reda malek hag Ahmed Boumendjel, dileuridi ar GC’hRA ha Louis Joxe, Claude Chayet ha Bruneo De Leusse dileuridi ar gouarnamant c’hall. En despet d’an emgavioù hag a zo bet etre an 20 a viz Mae hag an 13 a viz Even 1961 n’int ket deuet a benn da aozan ur feu-emglev, rak ne oant ket a-du evit ar pezh a sell ouzh an arsav-tan pe politikerezh dispartian ar Sahara. Bro C’hall n’oa c’hoant rein an daou broadelouriezh d’an aljerianed, an hini gall hag an hini aljerian. Nac’het ‘neus an FLN tabutal war pennaennoù disklêriet ar c’hentan a viz Du 1954, paouez a reas neuze an tabutoù an 13 a viz Even 1961.