Mont d’an endalc’had

Stêr Colorado (Arc'hantina)

Eus Wikipedia
Ar stêr Colorado (orañjez) hag hec'h adstêr, ar río Desaguadero (melen)

Ar stêr Colorado (Río Colorado e spagnoleg) zo ur stêr eus Arc'hantina. Gant ar stêr-se e vez merket bevennoù melestradurel etre proviñsoù Neuquén ha Mendoza hag etre Río Negro ha La Pampa.

Eieniñ a ra en Andoù, ha redek a ra war-zu ar gevred, betek ar Meurvor Atlantel. D'al lodenn uhelañ e roer, a-wechoù, an anv Río Barrancas, ha neuze ne reer Colorado eus ar stêr nemet goude ar c'hember gant ar Río Grande. En holl en em astenn a-hed 1 000 kilometr pe war-dro.