Río Miño
Neuz
(Adkaset eus Stêr Minho)
Ar stêr Miño, pe Río Miño e galizeg ha spagnoleg, pe Minho e portugaleg, 350 km hed dezhi, eo ar stêr hirañ e Galiza.
Redek a ra eus biz Galiza d'ar mervent, ha dispartiañ a ra Galiza diouzh Portugal en he lodenn izelañ.
Tremen a ra dre gêrioù Lugo hag Ourense, ha kêriadennoù Rábade, Portomarín, Ribadavia, Melgaço, Monção, Tui ha Valença do Minho.
Aberiñ a ra etre A Guarda, e Galiza, en hanternoz, ha Caminha e Portugal, er c'hreisteiz.