Mont d’an endalc’had

Sorbonne

Eus Wikipedia

Ur savadur publik eus Pariz eo ar Sorbonne. Peder skol-veur a gav lod eus o annez ennañ hirie an deiz (Pariz I,II, III ha IV) hag un darn eus servijoù rektordi Pariz (kañsellerezh ar Skolioù-meur).

Dont a ra e anv eus e ziazezer Robert de Sorbon a fellas dezhañ krouiñ ur skol teologiezh evit ar studierien baour etre 1253 ha 1257. Adalek 1554 e teuas da vezañ annez ar Skol-veur a deologiezh a voe anvet neuze "Sorbonne". Sevel a reas enep ar Jezuisted er XVIvet kantved, kondaoniñ a reas ar Jañsenisted er XVIIvet kantved rak lez-varn Iliz an aotreerezh e oa. Adsavet eo bet war c'houlenn Richelieu diwar tresoù gant Lemercier. Bez ar c'hardinal gant Girardon (1694) a gaver er chapel bet savet etre 1635 ha 1653.

Ar savadurioù evit rannoù ar skol-veur a zo bet kresket ha nevesaet etre 1885 ha 1901. E-pad pell e talveze "Sorbonne" kement a Skol-veur Pariz.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ