Mont d’an endalc’had

Skoazell:Kavout pennadoù

Eus Wikipedia

Un taol sell war an doaroù disheñvel da furchal e holloueziadur Wikipedia a ginnig ar bajenn-mañ.

Merkit mat e vez gwellaet ar pennadoù ingal. Ma verzit ur fazi, reizhit-eñ kerkent. Resisadurioù dedennus-tre a gaver alies war ar bajenn Kaozeadenn zo stag ouzh pep pennad. Na dermit ket a-raok sellet outi ha merkit warni ho koulennoù pe ho soñjoù.

Ar vaezienn Klask

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e vo war-eeun a-gleiz da gement pajenn zo en holloueziadur (pe el laez a-zehou evit ar re a implij ar gwiskadur kozh).

Merkit e c'hall al lenner, mar anavez anezhañ, skrivañ war-eeun titl ar pennad klasket gantañ e barrenn chomlec'hioù e verdeer. Da skouer : http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Degemer.

  • Gant ar bouton Kas e vo klasket e titl ar pennadoù a glot o anv gant ar gerioù bet skrivet. Rik e tle ar gerioù kenglotañ an eil gant egile, war-bouez ar pennlizherennoù/lizherennoù munut hag an tiredoù. Da skouer : Merc'her ne gaso ket war-du ar pennad Merc'her (planedenn).

Ma n'eo ket kavet ar pennad a glot-rik, e vo kinniget titloù pennadoù zo en o zestenn ar ger lakaet, nemet e vije bet diweredekaet an arc'hwel da c'hortoz (arc'hwel Klask).

  • Gant ar bouton Klask e vo klasket war-eeun e-barzh testenn ar pennadoù ha dont a raio war wel roll ar pennadoù a vez kavet ar ger enno.

C'hoarvezout a ra ne vije ket tu da implijout an arc'hwel Klask rak sachañ a ra re war ar servijerioù. Posupl eo atav implijout ul lusker enklask diavaez evel Google zo fonnusoc'h met n'eo ket kenkoulz abalamour d'an dale zo gantañ war ar menegeriñ ar pajennoù nevez (div wech ar miz) pe d'an diforc'h kompren ar gerioù alc'hwez. Merkit mat e ranker, gant Wikipedia lakaat un arouezenn + dirak pep ger evit kaout pajennoù enno an holl c'herioù goulennet war un dro.

Krouiñ ur pennad : Torr-penn eo atav krouiñ pe lakaat boued en ur pennad zo anezhañ dindan un anv all. Setu perak ec'h erbeder gwiriañ mat a-raok krouiñ ur pennad ha n'eus ket anezhañ c'hoazh gant un anv damheñvel (da skouer : arabat eo krouiñ ar pennad Geografiezh ma'z eus unan Douaroniezh dija). Aes eo gwiriañ en ur implijout al lusker Klask pa ya en-dro. A-hend-all e c'haller klask dre c'hGoogle pe kavout doareoù all (dre ar rummadoù pe ar pajennoù Dibar) pe ampellañ e damm enklask.

Merkit mat e c'hallit astenn ar c'hlask pe degas kemmoù en dezverkoù klask. Tu zo da glask ivez er pajennoù Kaozeal pe Skoazell, hag all. Evit se n'eus nemet implijout al logelloù da askañ a zeu war wel e traoñ pajenn an disoc'hoù enklask ; kavet e vezont ivez e rann Penndibaboù an Implijer.

Gwelet ivez : Skoazell:Klask gant al lusker enklask evit muioc'h a vunudoù.

Ar rummadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare aes da gavout pennadoù pe tirouroù dre vras eo dibab unan eus ar rummadoù a denn d'an danvez eur dedennet gantañ evel Rummad:Politikerezh, Rummad:Yezhoniezh, Rummad:Sport, hag all.

Bodañ a ra ar rummadoù pennadoù kar; da skouer e vo kavet er Rummad:Tud roll ar pennadoù diwar-benn kement hinienn zo ur pennad diwar e benn e Wikipedia, pe da nebeutañ an holl re zo bet lakaet enno ul liamm war-du ar rummad rekis. Drezo ez eo ur gwir gwezennadur a vez treset hag e c'haller merdeiñ war meur al live dre bennadoù a bep seurt.

Ur wech bet kavet ur pennad e vo trawalc'h heuliañ al liammoù rummata a gaver ennañ a-benn anavezout ar pennadoù zo da vat e rummad pe rummad.

Kavet e vo roll klok ar rummadoù war ar bajenn Special:categories. Ur roll eus ar rummadoù pennañ urzhiet dre demoù a gaver ivez war ar bajenn Wikipedia:Rummadoù.

Tu zo da skrivañ war-eeun er varrenn verdeiñ ivez, da skouer : http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Istor.

Degemeret eo bet pennaenn ar rummadoù war Wikipedia e-kreiz 2004 ; kreskiñ a raio an dalvoudegezh anezho a-feur ma kresko ar Wikipedia brezhonek ha ma vint degemeret tamm-ha-tamm gant an implijerien .

Gwelet ivez : Skoazell:Rummadoù evit kaout titouroù ouzhpenn.

Ar pajennoù dibar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kinnig a ra ar pajennoù dibar un dibab pennadoù pe pajennoù dibar : lod zo talvoudus evit furchal dre an holloueziadur, dreist-holl ar re-mañ :

Pajennoù nevez
Special:Newpages, implijet peurgetket evit, diouzh an dro, tennañ kuit ur pennad eus ar rummad danvez pennad hag evit dizarbenn kammloc'hadennoù.
Kemmoù diwezhañ
Special:Recentchanges, aze e kaver roll ar pennadoù bet degaset kemmoù enno nevez zo; e marz kleiz pep pajenn ez eus ul liamm d'ar bajenn-mañ.
Ur bajenn dre zegouezh
Special:Randompage, da implijout evit c'hoari, testiñ pe evit furchal en ur heuliañ al liammoù zo e pep pennad. ul liamm zo er marz kleiz ivez.
Pennadoù koshañ
Special:Ancientpages
An holl bajennoù
Special:Allpages; aze e vo kavet roll an holl bennadoù bet skrivet e Wikipedia, en urzh al lizherenneg, ho pet pasianted...

Pajennoù dibar all...

  • Pajennoù dibar : Special:Specialpages, evit kaout roll ar bajennoù dibar; ul liamm zo er marz kleiz
  • Pajennoù dibar dibar : A-gleiz da bep skramm, e c'haller dre Pajennoù liammet kaout roll an holl bennadoù enno ul liamm war-du ar pennad zo war ziskwel ha, gant ul liamm all heuliañ al liammoù gwelet an holl gemmoù diwezhañ bet degaset er bajenn emeur o sellet.

Doare all da furchal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibab an temoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War ar bajenn zegemer ez eus un dibab temoù pe danvezioù pennañ kinniget deoc'h. Klikit war al liammoù da welet.

Ar raktresoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renabliñ a ra Wikipedia:Raktresoù ar raktresoù pennañ diwar-benn an diorren pennadoù a-zivout danvez pe danvez.

Klasket e vez war ar bajenn degemer kinnig liammoù war-du an traoù diwezhañ nevez c'hoarvezet war Wikipedia. Kinnig a reer deoc'h heuliañ liammoù pe krouiñ pennadoù dre al liammoù lakaet war wel evidoc'h (hervez m'int glas pe ruz).

Pennad ar sizhun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep Lun e vez lakaet war wel war ar bajenn zegemer ur pennad dedennus nevez bet dibabet a-stroll gant tud eus ar bed a-bezh ha da vezañ troet er muiañ a yezhoù posupl. Lennit anezhañ hag heuilhit al liammoù kinniget er pennad-se. Un doare aes ha plijus da gregiñ d'ober anaoudegezh gant Wikipedia eo.

Pennadoù eus an dibab

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a intrudu all evel, da skouer, lakaat war wel Pennadoù eus an dibab, da lavaret eo pennadoù bet labouret kalz warno ha klok-tre diwar-benn tra pe dra zo ivez un nor digor en holloueziadur.

Ar Wikipediaoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a ra an dud liesyezhek klask pennadoù war ur wikipedia all ivez ha, drezo, heuliañ liammoù etreyezhoù a gas en-dro war-du pennadoù e brezhoneg. Kavet e vez al liammoù-se e marz kleiz ar bajenn, er-maez eus ar pennad e-unan. Ma n'eus ket eus pennad pe bennad en hor yezh c'hoazh, e c'hallit divizout treiñ ar pennad ha kinnig anezhañ d'ar vrezhonegerien.

Doareoù kozh all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rolloù pe menegerioù tematek, dispredet evit darn bremañ p'eo bet krouet ar rummadoù met talvoudus-bras c'hoazh a-wechoù.

Istor ur bajenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dalc'het e vez da istor pep pajenn eus Wikipedia ha d'an holl gemmoù bet degaset en ur pennad bennak. Dedennus eo, a-wechoù, mont da adsellet ouzh an titouroù a oa bet lakaet e deroù pep pennad evit gwelet penaos eo emdroet, penaos eo bet gwellaet ha bouetaet tamm-ha-tamm gant striv pep hini.

Gwelet ivez : Skoazell:Istor evit muioc'h a ditouroù.


Ra vo frouezhus hoc'h enklaskoù !



Ho pajenn implijer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

goude bezañ en em enrollet e c'hallit implijout ur bajenn bersonel a c'hallit kempenn diouzh ho krad. Warni e c'hallit kempenn porchedoù, pe skrivañ ar pezh hoc'h eus d'ober. Dre ar bajenn Ma c'haozeadennoù zo stag outi e c'hallit eskemm gant an holl Wikipedourien all ivez. Gallout a rit, war ho pajenn implijer, lakaat liammoù a bep seurt ivez war-du

  • Luskerioù enklask...
Implijit Google evit klask dre Wikipedia (e brezhoneg hepken) ; na zisoñjit ket dibab ar brezhoneg da yezh dre ziouer hoc'h etrefas Google er Penndibaboù yezh.
Implijit Google evit klask dre Wikipedia (en darn vrasañ eus ar yezhoù).
  • Dibab rummadoù...
Diwallit ! Ma n'hoc'h eus ket c'hoant e yafe ho pajenn e-touez unan eus ar rummadoù a enskrivit aze eo ret implijout an doare da-heul gant un : ouzhpenn : ''':'''Rummad:''anv ar rummad''.
  • Dibab raktresoù...
  • Dibab pennadoù... (e brezhoneg pe e yezhoù all !)
  • Dibab pennadoù dibar, evel Pennadoù nevez...
  • Dibab pajennoù trezalc'h, skoazell, hag all.

Merkit mat ez eus ganeoc'h ur bajenn heuliañ bersonel (rollad evezhiañ) ivez a c'hallit goulenn ma vo enskrivet warni kement kemm bet degaset er pennadoù hoc'h eus c'hoant heuliañ a-dostoc'h.

En doare-mañ, goude bezañ bet plijet o tizoleiñ Wikipedia e c'hallot bourrañ o kemer perzh e savidigezh an holloueziadur e-unan ! Evit bezañ enrollet, lakait hoc'h anv pe ul lesanv ha sellit ouzh ar furmskrid-mañ !