Mont d’an endalc’had

Skoazell:Fallvarchoù boas

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Fallvarchoù boas

Aezet-tre eo fallvarchiñ, dreist-holl evit ar wikipediourion/ezed nevez-deuet d'ar raktres-mañ.

Kudenn ebet! Strebotiñ a ra an holl gwezh ha gwezh all.

Amañ e kaver un nebeud alioù fur evit chom hep faziañ dre vras.

Sevel pennadoù personel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

+ Buhezskridoù. Diwall mat da chom hep sevel ur pennad diwar da-benn da-unan. Un holloueziadur eo Wikipedia ha n'eo ket ret kaout emvuhezkridoù pe buhezskridoù diwar-benn pep hini a labour war ar raktres. Mar fell dit reiñ da c'hoût piv out d'an implijerion/ezed all, gra kentoc'h dre sevel ur bajenn bersonel a-feson;

+ Pennadoù diwar-benn hoc'h embregerezh: gwelloc'h eo chom hep sevel pennadoù-skrid diwar-benn hoc'h embregerezh pe hoc'h implijer/ez rak diaezet e c'hell bezañ Chom neptu. Ouzhpenn-se e c'hello bezañ diverket buan ar pennad mar tenn d'un embregerezh dianv dre vras. Diouzh an tu all avat, ma'c'h eo brudet-meur a embregerezh, sur-mat e teuy unan bennaket all da sevel ur pennad diwar he fenn.

Krouiñ pennadoù a-dreuz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

+ Krouiñ pennadoù hervez gizioù ur geriadur: Un holloueziadur eo ar Wikipedia (Pennaenn gentañ) ha n'eo ker ur geriadur. Lenn ar pennad-mañ evit goût pelloc'h hag evit chom hep sevel pennadoù hervez doareoù ur geriadur: N'eo ket wikipedia ur geriadur; Tu zo avat da genlabourat ivez er wikeriadur e brezhoneg eno.

(Gwelit ivez: Pemp politikerezh diazez)

+ Krouiñ pennadoù doubl: A-raok sevel ur pennad nevez, klask goût buan-ha-buan hag-eñ n'eo ket bet krouet dija, marteze dindan un anv disheñvel. Pa gavez ur pennad bet krouet dija damheñvel ouzh an hini a felle dit sevel klask e wellaat hag e ledanaat seul wezh ma vez tu a-raok sevel ur pennad nevez all heñvel-tre outañ. Ret eo goût e vez enteuzet ha diverket pennadoù doubl peurliesañ.

+ Diverkañ traoù talvoudus: bez e c'hell ur pennad bezañ bet savet fall ha bezañ talvoudus war un dro memestra. Kentoc'h evit skarzhañ ar pezh a gavez war-eeun, klask reizhañ ar skrid. Bez' e c'heller ivez reizhañ ha kemmañ ar rummadoù pe krouiñ rummadoù nevez evit rummata gwelloc'h ur pennad. Mar bez ret, a-raok diverkañ ul lodenn vras eus ur pennad, kae da gentañ da displegañ da abegoù war ar bajenn gaozeal ha gortoz un tammig. Bez' e c'heller ivez didroc'hañ an tamm bet savet fall hag e eilañ war ar bajenn gaozeal - adlec'hiet e vez an destenn neuze kentoc'h evit diverket da vat;

+ Diverkañ traoù abalamour ma n'int ket neptu : Diouzh un tu e rank pennadoù ar Wipedia bezañ an neptuañ posubl. Pa gaver pennadoù tuek, klask o c'hempouezañ kentoc'h evit o skarzhañ war-eeun;

+ Diverkañ hep kemenn a-raok: Bewech ma tiverkez un dra bennaket, skriv un diverradur a-raok enrollañ ar c'hemm da vat evit reiñ da c'hoût petra zo bet diverket ha perak, a-hend-all e c'hello an implijerion/ezed all krediñ e oa un taol-vandalerezh anezhañ;

+ Diverkañ hep displegañ: Erbedet e vez displegañ ar rag hag ar perag eus ar c'hemmoù a vez kaset da-benn er pennad-mañ-'r-pennad, estreget munudoù ha reizhadennoùigoù bihan, ken en diverradur ken war ar bajenn gaozeal evit kemmoù meur;

+ Diverkañ kaozeadennoù: Arabat diverkañ kaozeadennoù a-raok o diellaouiñ rak ul lodenn eus istor ar Wikipedia eo ar c'haozeadennoù. Bez' e c'heller naetaat pajennoù kaozeal pa zeuont da vezañ re hir met ret eo o diellaouiñ da gentañ, da skouer dre sevel ur bajenn ispsial gant an anv "Diell Kaozeadenn XYZ" hag eilañ warni an danvezioù bet lamet diouzh ar bajenn gaozeal orin;

+ Diverkañ da bajenn gaozeal personel: Arabat skarzhañ danvezioù diwar da bajenn gaozeal personel a-raok o diellaouiñ ivez rak a-hend-all e c'hellfe implijerien/ezed all kompren ez eus bet tennet traoù zo kuit a-benn o c'huzhat.

Mont re bell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

+ Doujañ re ouzh an aozer/ez": N'eo ket ret goulenn asant an hini ma oa bet boulc'het ar pennad gantañ/i bewech mar fell dit labourat warnañ pe e reizhañ. N'eus den ebet a gement zo perc'henn war ur pennad eus ar Wikipedia e gwirionez. Seven eo neoazh mont d'ar bajenn gaozeal ha displegañ da abegoù ha gortoz ma vije respontet dit a-raok kas da-benn kemmoù bras pe kemmoù a c'hellfe sevel tabut diwar o fenn;

+ Burutellat e-lec'h embann: Diouzh un tu all avat e vez techet tud zo, dreist-holl er penn-kentañ, da vont da flepiñ ha da vurutellat diwar-benn munudoù e pennadoù zo kentoc'h evit labourat warne. N'eo ket ret kemenn pep kemm war ar bajenn gaozeal, dreist-holl reizhadennoù yezh pe reizhadennoùigoù sklaer all;


+ Bezañ re aonik: arabat kaout aon da reizhañ traoù ma vez ezhomm ha da lâret da soñj (en un doare seven atav, evel-just). Arabat kaout aon rak faziañ - strebotiñ a ra an holl a-wezhoù ha reizhet e c'hell bezañ pep tra war ar Wikipedia;

+ Titloù direizh: reolennoù zo e-keñver an doare ma ranker sevel titloù ar pennadoù war ar Wikipedia. Lenn anezhe da gentañ. Ma vez savet fall titl ur pennad e c'hell bezañ reizhaet war-lerc'h memestra

Gwelit ivez: house style (da sevel).

+ Wikifiañ betek re: a-wezhoù e vez savet pennadoù hep liamm diabarzh ebet hag a rankont bezañ wikifiet, bez' e c'heller mont re bell ganti memestra ha wikifiañ betek re dre sevel liammoù diabarzh en ur pennad davet pennadoù all ha n'o deus netra da welet gant ar pennad-se.

Kemer re a-berfeted

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

+ Brezelekaat: ar c'henemglev eo pennaenn diazez pennañ mont-en-dro ar Wikipedia ha ne vez ket gwelet mat gant ar gumuniezh pa grog implijerion/ezed zo d'e implijout evit brezelikaat, ne vern evit peseurt abegoù e vefe;

Gwelit ivez:
Wikipedia:Tagadennoù personel
Pennreolenn Niv. 4

+ Implijout ar pajennoù kaozeal evit flepiñ: arabat implijout ar pajennoù kaozeal personel evit flepiñ diwar-benn traoù n'o deus netra da welet gant ar Wikipedia. N'eo ket ar pajennoù personel nag ur blog (deizlevr personel) nag ur chat (korn-flep) nag ur forom personel;

+ Mont e fulor pa gaver pennadoù savet fall: ur raktres war ar stern atav eo ar Wikipedia. N'eo ket peurachu ha n'eo ket disi. Ret eo chom sioul ha seven pa gaver fazioù - bras be vihan - ha klask o reizhañ evit gwellaat ar raktres hep mont e fulor ha reiñ kentelioù d'an implijerion/ezed all war un ton disevel. Arabat mont e fulor ivez pa vez kemmet pennadoù bet boulc'het pe bet labouret warne ganit, dreist-holl pa vez displeget abeg ar c'hemmoù.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]