Mont d’an endalc’had

Sili

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Silienn)
Sili


En arvar bras (CR)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Actinopterygii
Urzhad : Anguilliformes
Kerentiad : Anguillidae
Genad : Anguilla
Anv skiantel
Anguilla anguilla
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Sili (pe silioù) a zo pesked moan ha hir hag a vev en dour dous hag en dour mor. Anguilla anguilla eo anv skiantel ar silienn.

E-leizh e veze anezho gwechall e kement stêr a zo en Europa met war zigresk bras eo aet o foblañs.

Mont a ra ar sili da ouennañ da Vor ar Sargasoù e kornaoueg ar Meurvor Atlantel. Mervel a reont du-hont da-c'houde. Ar sili bihan a zistro da Europa e-lec'h ma kreskont a-raok mont da ouennañ d'o zro.

Sili a vez graet ivez eus loened all damheñvel :ar silioù-garzh, anv all an naered-bro, hag ar sili-mor (Conger conger).

Lavaroù ha krennlavaroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Petra zo da lein? — Treid silioù ha divskouarn kelien.
  • Hemañ zo eus gouenn ar sili / A gav gwelloc'h evañ evit debriñ.