Shy'm

Eus Wikipedia
War al leurenn en Amiens e 2007

Tamara Marthe, anavezetoc'h gant an anv Shy'm (distaget [ˈʃaɪm]), ganet d'an 28 a viz Du 1985 e Trappes, zo ur ganerez hag un dañserez eus Bro-C'hall. Kroget he deus da vezañ plijet gant an dañs hag ar c'han pa oa bihan. Embannet he deus kalz a bladennoù single, en o zouez :

  • Je suis moi
  • Victoire
  • T'es parti
  • Si tu savais
  • Step back
  • Je sais
  • Prendre l'air
  • Tourne
  • En apesanteur
  • Et alors !

Hiziv an deiz eo brudet-tre Shy'm gant he c'hanaouennoù leun a startijenn. Graet he deus kalz a bladennoù e Pariz. Goude daou albom Rhythm and blues e troas war-zu ar sonerezh pop ha dance. Liv ar rock zo gant he fempvet albom Solitaire (2014). Distreiñ a ra d'ar sonerezhioù "urban" gant he seizhvet albom Agapé (2019).

Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]