Mont d’an endalc’had

Seziz Siracusa (877–878)

Eus Wikipedia
Ur pennad Seziz Siracusa zo ivez.

Gant Seziz Siracusa e 877-878 e voe kemeret kêr Siracusa, e Sikilia, gant an Aghlabided.

Deuet e oa Aghlabided eus Norzhafrika da Sikilia e 827, ha diazezet e kornôg an enez. Dija o doa klasket kemer kêr e 828, met tro wenn o devoa graet neuze. Taolioù-arnod all a voe graet ganto en 868, 869 ha 873, met c'hwitet e voe o zaol bep tro. Daoust da se o doa astennet o zachennad betek kreiz an enez.

Padout a reas ar seziz eus Eost 877 betek an 21 a viz Mae 878. Goude -se e voe aloubet an enez gant an Arabed.Betek neuze e oa Siracusa kêr-benn vizantat Sikilia.

En 875 e varvas an emir peoc'hgar Mohammed II. E vreur Ibrahim II avat a vennas kemer Siracusa hag a anvas ur gouarnour nevez en enez, Dja'far ibn Mohammed e anv. Adal Ifriqiya (pe Maghreb) e kasas ur morlu da harpañ soudarded arab Sikilia.

Laosket e voe kêr hep skoazell gant an impalaer Basileüs Iañ (867–886). Stourm a reas kêr ken na gouezhas d'an 20/21 a viz Mae 878.