Santería

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Santeria)
Santería en Kuba. Al lid "Cajón de muertos".
Santería en Kuba. Al lid "Cajón de muertos".

Ar santería, anavezet ivez evel Regla de Ocha, Regla de Ifá, pe Lucumí, zo ur relijion a gaver e-touez pobloù ar broioù en-dro d'ar Mor Karib, ha diskennidi sklaved an impalaeriezh spagnol gozh. Santería zo ur ger spagnolek hag a dalv kement hag azeulidigezh ar sent. Mesket eo santería ha katoligiezh, ha Lucumí eo ar yezh sakr, anezhi un doare Yoruba.