Santez Katell (Caravaggio)
Santa Caterina d'Alessandria | |
Caravaggio, 1598-1599 | |
Eoullivadur war lien | |
173 × 133 cm | |
Mirdi Thyssen-Bornemisza | |
Madrid | |
Spagn | |
Santez Katell (italianeg : Santa Caterina d'Alessandria) zo anv un daolenn gant al livour italian Caravaggio e 1598-1599 ha diskouezet er Mirdi Thyssen-Bornemisza e Madrid.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goulennet e voe gant ar c'hardinal Francesco Maria Del Monte ouzh Caravaggio sevel an oberenn[1] e koun da brosez Beatrice Cenci (1577–1599), a voe lakaet d'ar marv pendegwir he devoa lazhet he zad a wallgase anezhi. Mennad ar c'hardinal eta e oa tostaat merzherinti Beatrice Cenci ha hini Santez Katell, jahinet ha dibennet o-div.
Da batrom e kemeras Caravaggio ar gourtizanez Fillide Melandroni. Serc'h d'an arzour e oa marteze, ha sachañ droug a reas warnañ. Poltredet e voe gantañ meur a wech : e Conversione della Maddalena, Giuditta e Oloferne, hag er poltred distrujet e Berlin e 1945.
An daolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar vaouez yaouank a weler gant ar rod, kleze, ha gwialennoù, binvioù he merzherinti .
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gérard-Julien Salvy, Le Caravage, Gallimard, coll. « Folio », 2008 (ISBN 978-2-07-034131-3), p. 130.