Stêr Sant-Laorañs
Eien | Lenn Ontario |
---|---|
En em daol e | Pleg-mor Sant-Laorañs |
Lenn war an dourredenn | Lake Saint Pierre, Lac Saint-Louis, Lake Saint Francis, Lenn Ontario |
Diazad doureier | Saint Lawrence River basin |
Bro an diazad | Kanada |
Anvet diwar | Laorañs Roma |
Kevandir | Norzhamerika |
Stad | Kanada, Stadoù-Unanet |
E tiriad | New York, Ontario, Kebek |
Daveennoù douaroniel | 49°40′0″N 64°30′0″W, 44°20′59″N 76°0′52″W |
A zo stok ouzh | Sillery, Lévis |
Statud gladel | designated historic site |
Route diagram template | Template:Saint Lawrence River map |
Ar Stêr Sant-Laorañs (galleg: Fleuve Saint-Laurent; saozneg: Saint Lawrence River) a zo ur stêr vras eus Amerika an Norzh hag a ya eus al Lennoù Meur (Lenn Ontario) betek ar Meurvor Atlantel. Redek a ra eus ar mervent d'ar biz, ha treuziñ div broviñs eus Kanada, Ontario ha Kebek. He red etre proviñs Ontario ha Stad New York a ra an harzoù etrebroadel etre Kanada hag ar Stadoù-Unanet. 1 197 km zo etre daou benn ar stêr a ya da aberiñ en ur pezh mell pleg-mor, Pleg-mor ar Sant-Laorañs.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roet eo bet e anv d'al lec'h gant Jakez Karter e-kerzh e eil beaj, da zeiz sant Laorañs (an 10 a viz Eost), met ne ouie ket d'an ampoent e oa ur stêr. Kavout a rae dezhañ e oa ur pleg-mor. N'eo ket diwezhatoc'h e savas gant ar stêr a rae anezhi "Stêr veur Hochelaga". Tamm-ha-tamm e voe tapet ar pleg d'ober gant "Sant-Laorañs" koulz evit ar stêr hag ar pleg-mor. Tud orin ar vro a rae "Kaniatarowanenneh", "hent dour bras", eus ar stêr e mohawkeg, Kahnawáʼkye e tuscarora.