San Carlos (Nicaragua)
Neuz
(Adkaset eus San Carlos (Río San Juan))
Ur pennad San Carlos zo ivez.
San Carlos zo ur gêr hag ur gumun e Nicaragua, ha kêr-benn departamant Río San Juan eo ivez. E beg su al lenn Cocibolca, pe lenn Nicaragua, emañ, el lec'h ma tifluk ar Río San Juan.
Ur gorread a 1 445 km² zo d'ar gumun, ha stag outi eo an enezeg Solentiname, el lenn Nicaragua.