Stêr Futaleufú
Neuz
(Adkaset eus Río Futaleufú)
Ur pennad Futaleufú zo ivez.
Ar Stêr Futaleufú zo ur stêr e Patagonia Arc'hantina, hag a ya da Chile da aberiñ er Meurvor Habask.
Red
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eieniñ a ra ar Stêr Futaleufú en Arc'hantina, e lein an Andoù, hogen en tu kornôk, e Departamant Futaleufú, e proviñs Chubut.
Tremen a ra e Chile, ma'z eo anvet Río Grande da gentañ, treuziñ a ra Rannvro Los Lagos hag en em deurel el Lenn Yelcho. Pa deu er-maez eus al lenn, ez eo anvet bremañ Río Yelcho, ha mont da aberiñ da Ensenada Chaitén, er pleg-mor Corcovado.
Ar Futaleufú-Yelcho a zo 246 km hed dezhi : 40 km anezho evit ar río Yelcho, goude deuet e-maez al Lenn Yelcho.
Adstêrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Arc'hantina, war he lez kleiz e teu ar Río Corintos, hag a zo kemberet ennañ ar río Percey, ur stêr hag a dreuz kêr Drevelín.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Labouradeg tredan
-
Erc'heg a-us d'ar Stêr Futaleufú
-
Ar Futaleufú en Arc'hantina, a-raok erruout e Chile
-
Cajón del Infierno