Mont d’an endalc’had

R&B

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rythm'n'blues)
Rhythm and blues
seurt sonerezh
Iskevrennad eussonerezh poblek Kemmañ
Deiziad krouiñ1938 Kemmañ
Anv er yezh a orinRhythm and blues Kemmañ
Anv berrR&B Kemmañ

Ar rhythm and blues (skrivet ivez rhythm 'n' blues), pe R&B (R'n'B pe RnB ivez, gant ar memes distagadur), zo ur seurt sonerezh amerikan eus ar bloavezhioù 1940 ha 1950, levezonet war un dro gant ar gospel, ar blues hag an jazz[1].

Savet e oa an anv e 1949 gant Jerry Wexler, kazetenner er gelaouenn vicherel Billboard[2], a zeuas da vezañ diwezhatocc'h unan eus ar broduerien vrudetañ eus ar mare en embregerezh Atlantic Records. An anv-se, aesoc'h da implijout er marketing, a gemeras tamm-ha-tamm lec'h an droienn race music (« sonerezh gouenn »), re zisprizus. Kentoc'h evit anv ur seurt sonerezh resis, an anv rhythm and blues zo bet implijet tamm-ha-tamm da ziskrivañ holl ar seurtoù sonerezh kempredel poblek ganet er boblañs afroamerikan.

Daoust ma vez implijet a-nevez en Europa abaoe diwezh ar bloavezhioù 1990, an anv « R&B » a zo bet implijet atav er Stadoù-Unanet (adalek ar bloavezhioù 1950 betek hiziv). Arabat eo droukveskañ anezhañ gant ur seurt sonerezh all anvet « R'n'B » pe « R&B », pe R'n'B a-vremañ.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • SoulRnB.com, rouedad sokial an dud sot gant ar Soul hag an R&B

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Sebastian Danchin, Encyclopédie du rhythm & blues et de la soul, Fayard, Paris, 2002.
  • André Fanelli, Le rhythm and blues, Puf-Que Sais-je ? N°2619, Paris, 1991.
  • Francis Hofstein, Rhythm and blues, Jazz Hot-L'instant (Jazz Hot encyclopédie), Paris, 1991.
  • Jacques Barsamian et François Jouffa, Encyclopédie (de la) black music, Michel Lafon, Paris, 1994.
  • Nick Tosches, Héros oubliés du rock'n'roll, Allia, Paris, 2000.