Roderig
Roderig, pe Roderico, pe Rodrigo e spagnoleg ha portugaleg, pe Ludharīq, لذريق en arabeg, a oa roue ar Vizigoted e Spagn entre ar bloazioù 710 ha 711.
Mab e oa d'ar Vizigot Teodofredo, a oa mab da Chindasvinto ha Riciberga. Dre an nerzh eo e kemeras ar galloud, ma voe rannet ar rouantelezh.
Trec'het ha lazhet e voe gant ar vuzulmaned en emgann Guadalete, e 711, goude trubardet gant Vizigoted enebet outañ. Brudet eo evel ar roue vizigot diwezhañ. Koulskoude n'ouzer ket nemeur a dra diwar e benn : ren a rae en un darn eus ledenez Iberia, hag enebourien dezhañ o ren el lodenn all, ha lazhet e voe o vrezeliañ ouzh ar Vuzulmaned nevez dilestret, hag ar re-se a aloubas neuze an darn vrasañ eus al ledenez.
E intañvez Egilona, a vije bet addimezet da Abd al-Aziz ibn Musa, a voe drouklazhet.
Skridoù istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibaot eo ar fedoù er c'hronik mozarab e 754 diwar-benn pezh a c'hoarvezas goude ren Witiza. Lenn a reer e voe kemeret ar gurunenn gant Rodrigo hag e renas ur bloaz. Skrivet splann eo e voe ur brezel diabarzh a-raok aloubadeg an Arabed hag e voe trubardet gant darn eus e soudarded. Meneg ebet avat eus Agila II, nag eus harperien Witiza o kas an taol trubardiñ, nag eus ur goulenn skoazell evit diskar Rodrigo.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roger Collins, Visigothic Spain, 409–711. Blackwell Publishing, 2004.
- Roger Collins, The Arab Conquest of Spain, 710–97. Oxford: Blackwell Publishing, 1989.
- Edward Arthur Thompson, The Goths in Spain. Oxford: Clarendon Press, 1969.