Riyadh
Neuz
Riyadh (الرياض ar-Riyāḍ, « al liorzhoù ») eo kêr-benn rouantelezh Arabia Saoudat. E-kreiz ledenez Arabia emañ ar gêr. 7,9 milion a dud a oa o chom enni e 2019, trede kêr vrasañ ar Reter-Kreiz eo.
Poblañsouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloavezh | Poblañs |
---|---|
1862 | 7 500 |
1935 | 30 000 |
1960 | 150 000 |
1970 | 370 000 |
1972 | 500 000 |
1974 | 650 000 |
1988 | 1 500 000 |
1990 | 2 000 000 |
1997 | 2 800 000 |
2007 | 4 200 000 |
2010 | 5 188 000 |
2013 | 5 700 000 |
2015 | 6 152 180 |
Adalek ar bloavezhioù 1980 e kresk fonnus ar boblañs abalamour da leve an tireoul.
Hin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hin dezerzhel he deus Riyadh. 114 mm a c'hlav a vez bep bloaz, e miz Meurzh hag Ebrel. En amzer sec'h, eus miz Even betek miz Gwengolo, e ya alies-tre ar gwrezverk en tu all da 45°C. Korventennoù-traezh taer a vez er goañv dreist-holl.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (ar) (en) Lec'hienn ofisiel