Mont d’an endalc’had

Republik ar Bananez

Eus Wikipedia
Palez ar prezidant en Haiti, unan eus ar broioù a zo bet anvet dre c'hoap Republik ar Bananez.
Banniel Republik ar bananez .
O. Henry, tad anv ar vro-hont, e 1904

Ur Republik ar bananez zo ur bomm-lavar hag a dalvez da ober anv eus ur vro a zo brein he gouarnamant.

Hervez an istor eo un anv a veze graet eus ur vro ma veze gounezet bananez, da lavarout eo broioù Kreizamerika hag ar Mor Karib.

Savet eo bet an droienn gant O. Henry, ur skrivagner stadunanat, pa rae anv eus Honduras en e levr Cabbages and Kings (1904). Div wech eo meneget el levr:

  • "In the constitution of this small, maritime banana republic was a forgotten section..."
  • "At that time we had a treaty with about every foreign country except Belgium and that banana republic, Anchuria."

Dont a ra eus galloud ar gompagnunezh stadunanat United Fruit Company, a arc'hante hag a rene war gouarnamantoù stadoù Kreizamerika evit SUA, dreist-holl e penn-kentañ an XXvet kantved. Mirout a reas ouzh rannañ an douar etre ar c'hounideien-douar, ha diskar gouarnamantoù a venne kemm stad reuzeudik ar beorien a laboure er bananezegi.

Abaoe an amzer-se e vez graet an anv-se eus broioù a seblant bezañ demokratel ha n'int nemet diktatouriezhoù.

Er broioù-se e vez renkadoù-tud o terc'hel ar galloud hag o klask chom krog e-barzh gant a bep seurt doareoù, met dalc'hmat ar memes re: kemer arc'hant ar stad evito o-unan, sevel taosoù dastumet ganto, spontañ an dud gant ar polis hag an arme, aozañ dilennadegoù .

Dre fent, pe dre c'hoap, e vez komzet eus ar Republik c'hall evel Republik ar bananez pa c'hoarvez un afer arc'hant hag un droukskouer bennak, ha n'eo ket pezh a vank. Implijet eo bet da skouer pa voe dilennet Jacques Chirac gant 82%eus ar mouezhioù er bloavezh 2002, hag evit ober anv eus un nebeudig trubuilhoù en deus bet gant al lezenn. D'an 18 a viz Gouhere 2014 o deus votet Breujoù Bro-C'hall ul lezenn hag a zigreske niver ar rannvroioù hep digreskiñ niver an dilennidi-rannvro[1].

Kemend-all a vez graet ivez en Italia.

  • Bananas a zo ur film gant Woody Allen diwar-benn un diktatour en ur Republik ar Bananez.
  1. http://www.lemonde.fr/politique/article/2014/07/23/deux-fois-moins-de-regions-mais-toujours-autant-de-conseillers-regionaux_4461675_823448.html