Mont d’an endalc’had

Rae c'hris

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Raja undulata)
Rae c'hris


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Chondrichthyes
Urzhad : Rajiformes
Kerentiad : Rajidae
Genad : Raja
Anv skiantel
Raja undulata
Lacépède, 1802
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar rae c'hris (Raja undulata), liester: raeed gris, a zo ur pesk plat, kar d'ar rinkin, hag a vev war aodoù kornôg Europa hag er mor Kreizdouar[1].

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1 m eo he hirder ha war-dro 3 kg he fouez. Goloet eo he c'horf gant brizhelloù gwenn. Kuzhat a ra dindan an traezh. Goude an embarañ e tozv ar barez ur pemzek vi bennak, pep hini anezho gwarezet gant ur gouhin kornek 9 cm.