Puerto Williams
Neuz
Ur pennad Puerto zo ivez.
Puerto Williams
Deiziad krouiñ | 1953 |
---|---|
Anvet diwar | John Williams Wilson |
Stad | Chile |
Kêr-benn eus | Cabo de Hornos, Proviñs Antarktika Chile |
E tiriad | Cabo de Hornos |
Gwerzhid-eur | UTC−03:00 |
War ribl | Strizh-mor Beagle |
Lec'hiadur | Enez Navarino |
Daveennoù douaroniel | 54°56′3″S 67°36′39″W |
Kod-post | 6350000 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.ptowilliams.cl |
Köppen climate classification | Marine west coast climate |
Puerto Williams zo ur gêr hag ur porzh eus su Chile en enez Navarino. Emañ war ribl Kanol Beagle. Bez' eo pennlec'h kumun Cabo de Hornos ha hini proviñs Antarktika Chile, unan eus proviñsoù Chile e Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile. E Puerto Williams ez eus 2 874 a dud o chom ha kontañ a reer ez eo ar gêr suañ er bed[1].
Savet e voe kêr e 1953, ha da gentañ e oa anvet Puerto Luisa. Diwezhatoc'h e voe anvet Puerto Williams en enor da John Williams Wilson, ur moraer chileat genidik eus Bro-Saoz hag a savas Fuerte Bulnes, ar c'hreñvlec'h koshañ e tolead Strizh-mor Magalhães, savet e 1843.
Ur porzh pouezus eo Puerto Williams evit mont da inizi su Chile ha da Antarktika. Ul lec'h pouezus eo evit pesketaerien ar vro ivez.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Diario: Punto Williams", Clarin, 30 June 1998