Proviñs Última Esperanza
Neuz
Proviñs Última Esperanza zo ur broviñs eus Chile, e su ar vro, e Rannvro Magallanes. Puerto Natales eo ar gêr-benn anezhi. Un 20 000 a dud zo o chom enni, en un dachennad a 55 443,9 km2, da lavarout eo 0,41 a dud dre gilometr-karrez.
Dont a ra anv ar broviñs eus hini ar Seno Última Esperanza, roet gant ar moraer spagnol Juan Ladrillero, pa oa o klask strizh-mor Magallanes.
Kumunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div gumun zo er broviñs:
- Natales, ha Puerto Natales eo ar pennlec'h;
- Torres del Paine, ha Villa Cerro Castillo eo ar pennlec'h.