Grammy Awards
Neuz
(Adkaset eus Priz Grammy)
Grammy Awards
| Iskevrennad eus | music award |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1958 |
| Anv er yezh a orin | Grammy Awards |
| Anvet diwar | gramophone |
| Diazezer | National Academy of Recording Arts and Sciences |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| E tiriad | Los Angeles |
| Lec'h | Los Angeles |
| Deroet gant | National Academy of Recording Arts and Sciences |
| Danvez pennañ | festival sonerezh |
| Kinniger pe kinnigerezh | National Academy of Recording Arts and Sciences |
| Broadcast by | CBS |
| Organizer | National Academy of Recording Arts and Sciences |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.grammy.com |
| Roll elfennoù | list of Grammy Award categories |
Ar Prizioù Grammy (Grammy Awards e saozneg, pe Grammies dre verrdro, gwechall Gramophone Awards, zo prizioù krouet e SUA en 1958 hag a vez roet bep bloaz gant an National Academy of Recording Arts and Sciences hag a vez roet d'an arzourien ha d'an deknikourien wellañ a labour war-dro ar sonerezh.
Meur a rummad zo, a-wechoù e vez krouet re nevez, pe serret re gozh. Sed amañ ar prizioù a vez roet dre vras e pep rummad :
- Albom ar Bloaz, a vez roet da ganer pe pennsoner un albom;
- Pladenn ar Bloaz, a vez roet da ganer, ur ganaouenn
- Kanaouenn ar Bloaz, a vez roet da aozer(ien) ur ganaouenn
- Gwellañ Arzour nevez, d'un arzour en deus graet e gentañ sonenrolladenn.
Prizioù all zo evit arzourien e-barzh rummadoù, evel er re-mañ
- Grammy Award ar gwellañ kaner pop
- Grammy Award ar gwellañ kanerez pop
- Grammy Award ar gwellañ kaner rock
- Grammy Award ar gwellañ kanerez rock
- Grammy Award ar gwellañ albom blues giz kozh
- Grammy Award ar gwellañ albom blues giz nevez
- Grammy Award ar gwellañ albom eus sonerezh ar bed
- Grammy Award ar gwellañ pladenn hard rock
- Grammy Award ar gwellañ albom pop gant kan
- Grammy Award ar gwellañ albom metal
Ouzhpenn-se ez eus Prizioù Grammy Latin, e saozneg Latin Grammy Awards, evit ar sonerezh latin, da lavarout eo spagnolek dreist-holl.