Preñv
Neuz
Ur preñv a lavarer eus meur a loen bihan, hir ha blot :
- ur preñv-blevek, a zo ur viskoulenn
- ur preñv-douar a zo un den dinerzh er c'hontadennoù kozh,
- ar preñv-du, a lavarer ivez eus ar c'hwil-du, pe kloreg
- ur preñv-gwenn a lavarer eus larvenn ar c'hwil-derv,
- preñv-dilhad, anvet ivez preñv-mezher, a zebr an dilhad en armelioù
- ar preñv-gouloù, a zo anvet ivez preñv-lugern, preñv-noz, preñv-tan
- ur preñv-kaol zo biskoulenn ur valafenn
- preñv-koad, pe preñv-prenn, a zo larvenn ar bleiz-koad
- koad preñvedet zo koad aet da fall dre ma'z eo debret gant preñved-koad.
- preñv-oaled a lavarer ivez eus ar grilh-oaled (?)
- ar preñv-seiz zo ur viskoulenn a ra seiz,
- ar preñv-skarlek zo un amprevan a vez tennet liv ruz anezhañ.
Loened all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne vez ket lakaet e-touez ar preñved ar buzhug pe kontron.
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bezañ tost evel ur preñv: pizh-kenañ
- Santout e breñv: kaout naon.