Poderezh
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Ar poderezh a zo un oberiantiz arzel, a zo diazezet war krouidigezh pezhioù prierezh, savet diwar ur meskaj douaroù. An arzioù-mañ a zo poazhet er forn hag anvet int ivez "poderezh". Bez' e c'hellont bezañ traoù talvoudek evel : pladoù, asiedoù, podoù,..., pe objedoù kinklus. Ar poderezh a zo graet evit an dud vras hag ar vugale, un oberiantiz a zistign eo. Lakaat a ra da vleuviñ an dud dre ma c'hellont dispakañ o barregezhioù, o spered krouiñ hag o emfiziañs.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet 'vez poderezh gant pri hag a zo a orin ur meskaj etre pri, merl ha danvez-kailhastr. Padal e vez komzet eus "douar" labouret. E ti ar bourvezerien arbennikaet, e vez kavet an aliesañ pri gwenn, ruz ha du. Met gwerzhañ a reont ivez pri gant livioù dreistordinal : roz, gwer, glas,...
An ostilhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E gwirionez, an holl ostilhoù boutin a c'hellont bezañ implijet evit reiñ louc'hoù kinklus er pri, da skouer : loaioù, kontilli, fourchetezoù, stouvoù kreion, kregin,... Ur wech poazhet ar pri, ez eus tu livañ ar pezh gant barroù-livañ boutin ha gant oksid evit livañ.
An teknikoù evit ober poderezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h doare disheñvel a zo evit stummañ an douar :
- al labour war an turgn : a zo an hini anavezetañ ha diaesañ. An teknik-mañ a zo deuet war-vel war-dro 4000 bloaz araok J.C. Tu 'zo lavarout eo an hini hag he deus reveulzet ar boderezh, peogwir a drugarezh dezhi ez eus bet tu krouiñ pezhioù reoliek penn da benn. D'ar mare-se e oant pezhioù skañvoc'h eget ar re krouet gant an doareoù all. Podoù ha asiedoù a vez savet an aliesañ gant an doare-se. An turgn a 'zo graet gant ur pladenn a-dro, anvet "Girelle". Evit-se eo ret kreizhennañ mat an douar, mestroniañ tizh an turgn gant un troadigell ha krouiñ ar stumm c'hoantaet er memes tro. Setu perak e c'houlenn un hir deskoni araok dont a-benn d'ober pezhioù brav. Ur vicher eo ivez.
- al labour gant plakennoù : ledet 'vez an douar gant ur ruilh koad evit kaout unan pe meur a plakennoù hag a vo bodet a-benn stummañ an objet. Soudet int gant taoligoù kontell el lec'h m'o deus da vezañ strollet ha peget gant douar gwak. Tu 'zo ouzhpennañ gwadegennoù douar evit kadarnaat ar boderezh. Gant an doare-mañ ez eus tu mont buhan met tu 'zo ober nemet pezioù geometrek. Tu 'zo memestra sevel poderzh kranek ma 'vez ruilhet ar plakennoù ha bodet an div penn enep. Ar plakennoù a c'hellont bezañ implijet ivez, evit leuniañ voulloù, ret eo neuze pegañ meur a re e diabarzh ur voull ha divoullañ pa ez int sec'h mat evit e aesaat. Gant an teknik-mañ ez eus tu mont buhanoc'h, peogwir ne vez ket gortozet kement eget gant sec'hadur ar "barbotine" (douar dourennek).
- al labour gant rolladoù : a zo unan eus an teknikoù poderezh kentañ, bet treuzkaset gant an Amerikaned goude o dizoladenn gant Kristol Goulm. Kontrol al labour war an turgn eo hag implijet veze anezhi gant an holl sevenadurioù kentañ araok ma teufe war vel an turgn. Ar rollad a zo ur kranenn hir ha moan a vez ruilhet war un daol, ezhomm a zo eus meur a hini evit gellout sevel ur pezh bras. Tu 'zo mont buan gant an teknik mañ ha tu 'zo sevel pezhioù bras tre gant stummoù dieub penn da benn met pounner e chomont. An doare a c'hell bezañ kemmet un tamm en ur implij ur plankennig hag ur bilienn a-benn gwaskañ an douar ha stummañ ar pezh. Ar bilienn a zo e darempred gant an douar e diabarzh ar pezh hag ar blankennig en diavaezh er memes live, servijout a ra da skeiñ an douar ha da gwaskañ anezhi.
- ar mezañ : labouret e vez gant ur voull pri hag a vo kizellet bihan ha bihan, en araok e vo roet he stumm gant gwask an div dorn. Goulenn a ra an doare-mañ barregzhioù arzel, resisder ha pasianted. Gant an doare-mañ e vez savet delwennoù.
- Ar stamperezh : pouloudennigoù douar a zo lakaet a-ziwar pe e-diabarzh an objet torret ha da heul an douar a zo lenkret.
- Ar voulerezh : an douar a zo dourennek he ket toazek. Produet eo gant ur meskaj poultr pri a zo tanav ha gant dour. Anvet eo neuze barbotine. Evit stummañ diavaezh ar pezh, e vez implijet ur moull e plastr peogwir e lonk an dour. Dac'haet e vez ar barbotine er moull dibabet e-pad un nebeut amzer. An dour a vez neuze lonket gant ar plastr ha douester an douar dourennek a bign e tal ar speurennioù. Gortozet e vez betek ma vo sec'h ar pezh moullet. An divouladur a zo aesaet gant diaezhennadur an dour, he deus bihanaet ar volum. War-lerc'h eo ret leuskel c'hoazh da sec'hiñ a-benn kaout un dac'h ler. Tu 'zo neuze d'an turgner difaziañ an diglokterioù ha toullañ troad ar boderezh.
Ar sec'hadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech echu ar pezh, ret eo lenkrañ anezhi gant ur spoueen glebiet ha lakaat da sec'hiñ e-pad ur sizhun evit ur sentimetr tevder. Da heul briket e vez anezhi gant paper gwer pe "Scotch Brite". Lenkret e vez anezhi c'hoazh, ar pezh a tenno an direizhderioù.
Poazhañ hag amailhañ ar boderezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An arzoù poderezh a zo lakaet div wech da poazhañ en ur forn ispisial. Ur wech kentañ a-raok amailhañ hag ur wech all goude.
- Ar poazhadur kentañ a servij da pobañ an douar. Pignerezh an temperadur a zo gorrek er penn kentañ, tro-dro 100 °C dre eurvezh e-pad 5 eurvezh dispartiet evit ma ne dorfe ket an objedoù. Goude e vez kresket an temperadur betek 1000 °C. Anvet eo ar poazhadur kentañ : ar wastell.
Tu ‘zo neuze kinklañ ar boderezh gant barroù livañ ha oksid eus livioù disheñvel. Ar wastell, kinklet gant al livioù c’hoantaet, a zo lakaet da soubañ en amailh. An amailh, a c'hell bezañ lakaet ivez war ar pezh gant ur barr-livañ pe ur bistolenn ispisializet. Ur seurt poultr livet eo hag a zo mesket gant dour.
- An eil poazhadur a servij da stagañ an amailh. Tro-dro 960 °C e vo tommet ar forn e-pad 5 eurvezh evit ar feilhañs. Ar pezh a teu da vezañ lufret.
An temperadurioù poazhañ, etre 850 °C ha 1400 °C, a zo dibabet hervez an douaroù implijet. Diforc’hiet 'vez ar feilhañs poazhet gant temperadurioù izel hag ar c'hrag pe ar borselenn poazhet gan temperadurioù uhel (etre 1250 °C ha 1400 °C°).
Ar fornioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar fornioù implijet e poderezh o deus ur meizadenn disheñvel eget ar re all. Bez e c’hellont bezañ :
- Fornioù gant koad : ar re mañ a oa ar fornioù gentañ o deus servijet da poazhañ priajoù. A drugarezh dezho ez eo bet krouet priajoù gant un dalvoudegezh uhel e China ha Japan. Bez e c’hellont a-dra sur poazhañ gant un temperadur uhel an objedoù porselenn met ret eo mestroniañ anezhe mat : choaz ar c’hoad a vo lakaet e-barzh, an aozadur hag evezherezh ar poazhadur.
- Fornioù gant gaz pe tredan.
Podour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meiziñ ha fardañ objedoù prierezh talvoudek pe kinklus, eo labour ar podour. Gant sikour un turgn pe gant an div dorn nemetken eo savet ar boderezh gantañ. Implijout a ra douaroù gant perzhioù disheñvel ha temperadurioù poazhañ disheñvel. Evit bezañ efedus a-benn gwerzhañ anezho ret eo dezhañ krouiñ pezhioù dreistordinal hag a blijfe d’ar brenerien.