Mont d’an endalc’had

Pietro de' Medici

Eus Wikipedia
Pietro de' Medici. Stal-labour Agnolo Bronzino, bloavezhioù 1560.

Pietro de' Medici (1554-1604) a oa ur priñs eus Firenze, mab yaouankañ Cosimo Iañ de' Medici, dug-meur Toskana, hag Eleonora di Toledo, a grougas e bried kentañ ha keniterv Eleonora di Garzia di Toledo‎. Brud en doa da vezañ bambocher ha gastaouer, un den rok ha feuls, ha leun a fallagriezh.

E 1571, da seitek vloaz, ez eas da chom da Roma, goude dimeziñ d'e geniterv Eleonora di Garzia di Toledo‎, nizez d'e vamm. E nevezamzer 1575 ez eas da Venezia.

Pa glevas e taremprede e wreg un den anvet Bernardo Antinori e soñjas en devoa kavet an tu d'en em zizober eus an hini a vire outañ da ren ar gwallvuhez a blije dezhañ.

E miz Gouhere 1576 e krougas e bried gant roll ur c'hi, er Villa Medici Cafaggiolo. Tamall a reas Bernardino Antinori da vezañ irienner, bac'het e voe ar paotr yaouank ha lazhet er vac'h, tra ma oa gwarezet Pietro gant e vreur dug-meur.


Addimeziñ a reas daoust d'e vrud fall. En 1593 e timezas da Beatriz de Meneses, un itron bortugalat pinvidik, a oa da baeañ e vern dle. Met kenderc'hel a reas da redek an douilhez ha da c'hastaouiñ, ha meur a vugel en doe gant Antonia Caravajal.

Mervel a reas e Madrid, da 50 vloaz.

Eleonora di Garzia di Toledo 1571



  • Cosimo (post 1577 - 1644), bastard, gant Antonia Caravajal, e Firenze adalek 1605
  • Catalina pe Maria, bastard, gant Antonia Caravajal, a Firenze adalek 1605 ma'ezasda leanez e kouent ar Murate
  • Juana, bastardez, gant Antonia Caravajal, e Firenze adal 1605 ma'z eas da leanez gant he c'hoar
  • Cosimo ( 1573 - 1576), gant e bried Leonora Álvarez de Toledo, marvet gant ur c'hleñved miz goude muntret e vamm;
  • Cosimo (Madrid, 1588 - goude 1610), gant María de la Ribera, itron spagnol che citò Pietro da lez Castiglia per avere supporto economico; erru e Firenze e 1605, aet da studiañ da gloerdi ar jezuited Ingolstadt; distro da Firenze, per il suo carattere ribelle venne dato ai monaci olivetani, ma la sua natura violenta non ne fu dominata; goude dezhañ lazhañ ar c'hont Bentivogluio en un emgann e voe bac'het hag e teuas a-benn da dec'hout da Spagn, ma 'z eas d'an arme ha ganti da Fiandrez.
  • Pietro (1592-1654), gant Antonia Caravajal, dopo essere arrivato a Firenze nel 1605 fece una carriera politica e militare: Gouarnour Livorno etre 1619 ha 1627, kannad da Milano e 1629 ha da Genova e 1630, infine Capitano Generale della Cavalleria Medicea dal 1637.
  • Leonora (1592-?), gant Antonia Caravajal, e Firenze adal 1605 ac'h eas da leanez gant he c'hoarezed