Mont d’an endalc’had

Philippe Noiret

Eus Wikipedia

Philippe Noiret, 1añ Here 1930, 23 a viz Du 2006 (Pariz), a oa anezhañ un aktour gall brudet. Graet en deus filmoù a bep seurt. Gouestlet en deus e vuhez d'ar sinema ha dreist-holl d'ar fentc’hoari.

Ganet eo en Enez en ur familh kenwerzhel vihan. Ar-lerc’h bout c’hwitet 3 gwezh ar vachelouriezh e tilez ar studioù ha kemer a ra kentelioù Arzoù fromus get Roger Blin e Pariz. Ar-lerc’h ez a da greizenn fromus ar c’hornôg e-lec’h ma ya e darempred get ur c’homedian, aktour, leurennour ha filmaozour Jean-Pierre Darras. A-benn ar fin e kendrec’h an obererour fromus Henri de Montherlant Philippe Noiret da vout da gomedian. Diwar neuze e ouestlo e vuhez d'ar fentc’hoari, d'ar c'hoariva ha d'ar sinema.

C’hoariet en deus e-barzh muioc’h eget 100 film. Rolloù pouezus en deus bet da skouer e-barzh “Tad ha mab”, “Tasmant get ur bleinour” ,“ Ar re vrein”, “An Afrikan” pe c’hoazh “Roue ar farsadenn”...

Bloavezhioù 1950

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1951 : Olivia, sevenet gant Jacqueline Audry,
  • 1952 : Agence matrimoniale, gant Jean-Paul Le Chanois (rann un tremeniad),
  • 1955 : La Pointe Courte, gant Agnès Varda (ar gwaz).

Bloavezhioù 1960

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1960 : Zazie dans le métro, gant Louis Malle (Gabriel)
  • 1960 : Ravissante, gant Robert Lamoureux (Maurice)
  • 1961 : Le Capitaine Fracasse, gant Pierre Gaspard-Huit (Matamore)
  • 1961 : Tout l'or du monde, gant René Clair (Victor Hardy)
  • 1961 : Le Rendez-vous, gant Jean Delannoy (an enseller Maillard)
  • 1961 : Le Crime ne paie pas, gant Gérard Oury (Monseigneur Hughes)
  • 1961 : Comme un poisson dans l'eau, gant Andre Michel (Lucien Berlemont)
  • 1961 : Amour célèbres, gant Michel Boisrond (Louis XIV ("Lauzun"))
  • 1962 : Thérèse Desqueyroux, gant Georges Franju (Bernard Desqueyroux)
  • 1962 : Le Mal court, gant Alain Boudet (Parfait XVIII)

- 1962 : Priz ar jubennerezh - 1976 : Kaezar an aktour gwellañ evit “Ar gozh fuzuilh” - 1990 : Kaezar an aktour gwellañ evit “Ar vuhez ha netra arall” - 2005 : Marc’hegour al lejion a enor - 2006 : loread ar briz Henri-Langlois eus Vincennes