Pepin Landen
Neuz
(Adkaset eus Pepin Gozh)
Pepin Landen, pe Pepin Gozh (ganet war-dro 580 - marvet d'ar 27 a viz C'hwevrer 639) a voe maer ar palez en Aostrazia adalek 615 dindan tri roue meroveat. Lamet e voe e garg digantañ en 629 gant Dagobert Iañ ha roet en-dro war-lerc'h marv ar roue en 639.
Ur pezh domani en doa en Aostrazia , 15 600 devezh-arat, e kêr Nivelles ha tro-war-dro.
Dimeziñ a reas da Itta (pe Iduberge, pe Ide), ur briñsez eus Akwitania.
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E verc'h arall Gertrude de Nivelles (626–659) a voe kentañ abadez Nivelles ha paeronez Landen.
- Envel a eure e vab Grimoald (616–656) da vaer ar palez ; muntret e voe e Pariz goude kemeret ar garg a roue. Lakaet eo bet da sant.
- E vab henañ Allowyn, kontHesbaye, a droas kristen dindan levezon sant Bavon (saint Amand ar c'hallegerien), hag a varvas e Gent en 654.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Charles Volkmann, Bien Connaître les généalogies des rois de France ISBN 2-877472086
- Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire de l'Histoire ISBN 2-03519265