Kensturieg
Neuz
(Adkaset eus Parallelogram)
Ur c'hensturieg zo ur pevarzueg dezhañ daou zaouad tuioù ragenep kenstur.
Dezverkoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pevarzueg rez a zo ur c'hensturieg mard eo ha hepken mard eo gwir unan eus ar poentoù-se :
- Kenstur eo an tuioù eus pep hini eus e zaou zaouad tuioù ragenep (dre dermenadur).
- Keit ha keit eo an tuioù eus pep hini eus e zaou zaouad tuioù ragenep.
- Par eo ar c'hornioù eus pep hini eus e zaou zaouad kornioù ragenep.
- En o c'hreiz emañ poent kengej e ziv dreuzvegenn.
- Kenstur ha keit-ha-keit eo an tuioù eus unan eus e zaou zaouad tuioù ragenep.
- Skladus eo ar c'hornioù eus daou eus e zaouad kornioù kenheuilh.
Degouezhioù dibarek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kensturiegoù zo o deus perzhioù dibarek.
- Ur skouergorneg eo ur c'hensturieg dezhañ ur c'horn serzh (par eo e bevar c'horn hag a zo kornioù serzh).
- Ul lankell eo ur c'hensturieg dezhañ daou du kenheuilh keit-ha-keit (keit-ha-keit eo e bevar zu).
- Ur c'harrez eo ur c'hensturieg dezhañ ur c'horn serzh ha daou du kenheuilh keit-ha-keit (par eo e bavar c'horn hag a zo kornioù serzh ha keit-ha-keit eo e bevar zu).
Amregenn ha gorreenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jediñ an amregad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bezet a ha b daou du kenheuilh eus ur c'hensturieg, gallout a reer jediñ e amregad A :
- .
Jediñ ar gorread
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bezet d diaz ur c'hensturieg hag s e sav, gallout a reer jediñ e c'horread G :
- .