Mont d’an endalc’had

Ubangi

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Oubangui)

An Ubangi, pe Oubangui, zo unan eus adstêrioù pennañ stêr Kongo, e kreiz Afrika.

Kregiñ a ra an Ubangi pa gej an div stêr Mbomou ha Uele. Redek a ra war-zu ar c'hornôg da gentañ a-raok mont war-zu ar su, treuziñ Bangui, kêrbenn Republik Kreizafrika ha kenderc'hel betek ar C'hongo. Un harz naturel eo etre Republik Kreizafrika ha Republik Demokratel Kongo hag etre an RDK ha Republik Kongo. War-dro 1 060 km eo he hed.