Mont d’an endalc’had

Osman II

Eus Wikipedia
Osman II

Osman II pe Osman ar Yaouank, ganet d'an 3 a viz Du 1604, a voe sultan an Impalaeriezh otoman.

Mab e oa da Ahmet I ha da Mahfiruz Haseki Sultan (pe Mahfiruz Hadice Sultan).

Ren a reas eus ar 26 a viz C'hwevrer 1618 betek an 10 a viz Mae 1622.

Un deskadurezh a-zoare a voe roet dezhañ hag e teskas arabeg, perseg, latin, gresianeg hag italianeg.

Un nebeud mizioù goude e zonedigezh war an tron e voe sinet ar peoc'h etre an Otomaned hag an Iraniz gant feur-emglev Serav (diazezet war feur-emglev Nasuh Pacha) d'ar 26 a viz Gwengolo 1618.

Osman II a gemeras perzh er c'hampagn war-zu Pologn e 1621. An ergerzhadeg a echuas gant feur-emglev Hotin (29 a viz Gwengolo 1621) ma embanne n'hallfe ket hini ebet eus an div stad tagañ eben ken. Distreiñ a reas Osman da Istanbul, kouezhet ar veud en e zorn. Kregiñ a reas neuze da rebechiñ ouzh ar Yeniçeried da vezañ lakaet bolontez fall er brezel.

Nevezadennoù a glaskas ar sultan seveniñ el lezennoù hag en arme.

Aon gant lod rak koll o galloud e voe savet un taol-stad ha lazhet ar sultan yaouank d'an 20 a viz Mae 1622. E eontr, Mustafa I, a voe adlaket war an tron.




En e raok:
Mustafa I
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
16181622
War e lerc'h:
Mustafa I