Mont d’an endalc’had

Olifant

Eus Wikipedia

Olifanted

Olifant savanennoù Afrika
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Proboscidea
Kerentiad : Elephantidae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An olifanted eo ar bronneged geotdebrer a ya d'ober ar c'herentiad Elephantidae.

2 c'henad ha 3 spesad olifanted a zo:

2 spesad en Afrika (mui unan aet da get: olifant Norzhafrika) a ya d'ober ar genad Loxodonta:

1 spesad (4 isspesad) en Azia

  • olifant Azia (Elephas maximus)
    • olifant Borneo (Elephas m. borneensis)
    • (Elephas m. indicus)
    • (Elephas m. sumatrensis)
    • (Elephas m. maximus)
      Tiriad an olifanted e penn kentañ an XXvet hag ar XXI kantved




Studiadennoù skiantel nevesañ o deus diskouezet e oa kizidik an olifanted ouzh an infrasonioù, evel loened a-leizh. Talvoudegezh klevet an infrasonioù-se a chom kevrinus memes tra. War a seblant e oant gouest da zaremprediñ an eil re d'ar re all dre gwagennoù akoustik treuzkaset dre gorre al leur.

An olifanted hag an dud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe pell e chase an dud an olifanted evit o ivor . Rak e oa chaseet kalz re an olifanted e tivizas e 1989 ar CITES difenn chaseal an olifanted. E 2011 e oa bet lazhet tro-dro 25000 olifant evit o ivor.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger olifant er
wikeriadur, ar geriadur frank.