Nouakchott
Neuz
Nouakchott (نواكشوط pe انواكشوط Nawākšūṭ en arabeg, a zeuje eus un anv berberek a dalvezje "lec’h an avelioù"), eo kêr-benn ha kêr vrasañ Maouritania. Kreizenn velestradurel ha kenwerzhel Maouritania eo ha bez' eo unan eus kêrioù bras ar Sahara.
Emañ Nouakchott war ribl ar Meurvor Atlantel. Ur c'hreñvlec'h evit an arme c’hall e oa da gentañ. N’eo nemet e 1958 e voe kroget da sevel ur gêr vodern (daou vloaz a-raok dizalc’hiezh Maouritania), hag abaoe eo kresket, gant nomaded ar vro o tont d’en em ziazezañ enni. 894 403 a dud a oa o vevañ eno e 2013.