Mont d’an endalc’had

Nicolas Appert

Eus Wikipedia
Nicolas Appert e 1841

Nicolas Appert (Châlons-en-Champagne, Bro-C'hall, 1749 - Massy, Bro-C'hall, 1841), a zo ur c'hoñfizer hag greantour ar boued. Un ijinadenn eus ar re vrasañ en deus graet pa kavas an hentenn gentañ evit mirout ar bouedoù, dre hirboazhañ, hep aer, e listri gwer : an appertizadur eo. Krouiñ a ra al labouradeg bouedvirerezh gentañ e 1802. Ur pouez bras en deus bet e ijinadenn e Breizh pa voe krouet meur a labouradegoù ha prenet o froduadurioù gant ar Morlu.

Mab d'un ostiz o terhel un ostaliri e Châlons-sur-Marne e ya da vezañ implijet evel peenkeginer pe voutailher e meur a annez nobl, hini roue Pologn, Stanislaz Iañ, da skouer.
Mont a reas da Bariz e 1784 hag e talc'has ur stal koñfiserezh, war straed al Lombarded. Gant Élisabeth Benoist e timezas e 1785.
Kavet e oa bet re glouar e engouestladur e-keñver an Dispac'h, daoust ma oa prezidant kevrenn patrioted karter al Lombarded, ken e voe lakaet en toull-bac'h e 1794. Er maez e teuas goude tri miz pa voe goubrenet ur grefier gant daou eus e vignoned.

Ijinadenn an appertizadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1795 e teuas a-benn ijinañ an doare da virout ar boued hep chañch e vlaz pa ne veze anezevet nemet ar yenidigezh pe ar vogederezh pe en ur ouzhpennañ ur viruzenn pe gwezher mirout, evel an holen (holenerezh, anv all : sallerezh), ar sukr (koñfiserezh), an druzoni pe an alkool. Si brasañ ar gwezherien mirout eo distruj ar blaz orin hag ar sec'hed a zeu gant ar boued sall.
Implij a reas boutailhoù-gwer evel endalc'herien, brasoc'h eget ar boutailhoù-gwin boutin a lakae da vezañ fardet a-ratozh. Lakaat e rae ar boutailhoù leun da vezañ tommet e-barzh ul lestr leun a dour brasoc'h, hervez an hentenn gozh a vez graet dourgib eus outañ. Harzet e vez diorroadur ar bakteriennoù dre an tommadur dre hirboazhañ hag dre ma n'eus ket mui aer stok ouzh ar boued.

Ne embannas ket diouzhtu e ijinadenn hag krogas da werzhañ e voutailhoù-mir e Ivry-sur-Seine, hag e 1802 e tigoras ul labouradeg e Massy hag e teus a-benn goprañ un hanterkantad a dud. Merzet e voe gant pennoù ar Morlu gall e c'hellfe kas boued gwelloc'h ha klokoc'h war ar vatimantoù, ken e veze posubl stourm ouzh ar skorbut.

  • Le Livre de tous les ménages, ou l’art de conserver pendant plusieurs années toutes les substances animales et végétales, Paris, Charles-Frobert Patris, 1810, in-8°, XXII−116 p. ; 2l emb., 1811 ; 3e éd., 1813 ; 4vet emb. , Paris, 1831, in-8° ; 5e édition, revue par Prieur-Appert et Gannal, Paris, Le conservateur, 1842, in-8° (Collection A. Carême).
  • Notice sur la dépuration de la gélatine, Paris, Vérat, 1826.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mars, Christian, 250 figures de Bretagne, Skol Vreizh, 2022. ISBN978-2-36758-113-2
  • Barbier, Jean-Paul, Nicolas Appert, inventeur et humaniste, Paris, Royer, 1994. ISBN 2-908670-17-8
  • Dhombres, Jean (kempennet gant), La Bretagne des savants et des ingénieurs : 1750-1825, Rennes, Oiuest-France, 1992. ISBN 2-7373-0871-2.

Bukezskrid romantet

  • Rosemonde Pujol, Nicolas Appert, l’inventeur de la conserve, 1985.