Mont d’an endalc’had

Nguyễn Thị Định

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Nguyen Thi Dinh)

Nguyễn Thị Định (1920-1992) a oa ur dispac'hourez vrudet a Viêt Nam, merc'h ur familh peizanted eus Ben Tre e Proviñs Kien Hoa.

Nguyễn Thị Định & Józef Urbanowicz - 1976

Stourm a reas gant ar Việt Minh a-enep d'ar C'hallaoued, ha harzet ha bac'het gant Aotrouniezh Trevadennel Gall Indez-Sina e oa bet etre 1940 ha 1943.

Kemer a ras perzh ivez e penn an emsavadeg Ben Tre e 1945 hag adarre e 1960 (a-enep da c'houarnamant Ngô Đình Diệm).

E-touez an dud bet krouet Talbenn Broadel evit Dieubidigezh Su Viêt Nam (pe Việt Cộng) gante e oa bet Nguyễn Thị Định ivez.

E 1965 e oa bet dilennet da brezidantez Kevredigezh Maouezed Dishualded Su Viêt Nam.

Goude diwezh Brezel Viêt Nam e voe Nguyễn Thị Định ezelez eus Poellgor Kreiz Strollad Komunour Viêt Nam.

Roet e oa bet dezhi Priz Lenin ar Peoc'h e 1967.